Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Koulz eus ar bloaz zo etre ar goañv hag an hañv. Gant an nevezamzer e tarzh ar broñs, e tispak an delioù hag ar bleuñv. Pa erruo an nevezamzer ne vanko ket a labour dimp. & Tr. adv. D'an nevezamzer : d'ar c'houlz-se o ren. & En nevezamzer : e-kerzh ar c'houlz-se.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

nevez-amzer

1499
Référence : LVBCA p151 (printemps)

nevez-amzer

1659
Référence : LDJM.1 pg Printemps

an nevez-amzer, an hañv, an diskar-amzer, hag ar goañv

1732
Référence : GReg pg automne (le printemps, l'été, l'automne et l'hyver)

nevez-amzer

1850
Référence : GON.II pg névez (-amzer)

ar bed a oe krouet d'an nevez-amzer

1850
Référence : GON.II pg névez (-amzer)

'Vel aered, en nevez-amzer, / Ma taolfe darn kroc'hen o lêr, / E ve anavezet abred / E pe benn emañ o spered.

1867
Référence : MGK p62

Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

1867
Référence : MGK p51

A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.

1877
Référence : EKG.I. p.49-50

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Référence : SKET p.74

Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war heñchoù ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedoù, maouezed evelto !

1923
Référence : SKET p.120

Kutuilhañ a eure bleunioù an nevez-amzer, dastum re an hañv, mediñ re an diskar-amzer [.]

1923
Référence : SKET p.35

nevez-amzer

1927
Référence : Geri.Ern pg amzer

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Référence : SVBV p5

nevez-amzer

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXVI

Ur pok bep a mare a zeue da lakaat ar siell war ur garantez c'hlan o tiwanañ, evel ur vleunienn nevez-amzer, hag a dlee goeñviñ gant ar c'hentañ disparti.

1944
Référence : EURW.1 p44

Gouel a lide Kastilha Gozh, er-maez, da vokediñ, a-raok sec'hor gell ar mizioù hañv, beli berrbad an Nevez-Amzer.

1949
Référence : SIZH p.39

Va-unan en em lavaren neuze : "Ret e vo din mont amañ da dremen un nebeud devezhiennoù da vare Pask, da gemer an aer-vat ha da vont da besketa da geñver reverzhi an nevez-amzer."

1985
Référence : DGBD p110

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux