I.
V.k.d.
1. Ober gaou, droug ouzh ub.
Noazout d'ub., da yec'hed ub., ouzh ub. Ne c'hallo ket noazout deoc'h. Ouzh hini ebet ne'm eus noazet.
&
Ent krenn
Re gaozeal a noaz.
2. Gwallaozañ udb., lakaat udb. en ur stad fall.
An avelioù a noaz ouzh an trevadoù.
II.
V.k.e.
Gourdrouz, skandalat.
Rediet e oan d'o noazout e-pad an deiz.
Référence :
GON.II
pg noazout (cela ne vous nuit pas).
Ouzh hini anezho n’on bet garv, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouzh hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’on bet abeg a boan, a zaeroù, a leñv.
Ouz hini anezo n’oun bet garo, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouz hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’oun bet abeg a boan, a zaerou, a lenv.
1923
Référence :
SKET
p.71
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutatis oc’h ober ur ged didorr war da diegezh, o skeiñ gant e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzhit, o lazhañ, o vreviñ, o voustrañ, o vougañ da holl enebourien !
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutâtis oc’h ober eur ged didorr war da diegez, o skei gand e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzit, o laza, o vrevi, o voustra, o vouga da holl enebourien !
1923
Référence :
SKET
p.84 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 84, lin. 13, e lec’h « neb a glasko » lenn « neb a glaskfe »").
noazout ouzh
noazout ouz
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVI
noazout
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVI
noazout da
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVI
[E] diabarzh ar werzennoù e oa kensonennoù ha vogalennoù hag a glote an eil gant eben hep noazout tamm ebet ouzh ar menozioù.
[E]n diabarz ar werzennou e oa kensonennou ha vogalennou hag a glote an eil gant eben hep noazout tamm ebet ouz ar menoziou.
1944
Référence :
EURW.1
p.173
Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.
Tro am bez da fallgaloni / Rak ankouaat eo an dïesa. / Met Hor Salver ' lar pardoni / D'ar re ' noazo ouz o nesa.
1960
Référence :
PETO
p31
Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.
Tra ma noazo outañ ken start e gure fall, / Hor peuri ' vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herrek noaz hag al lann gouez a lug.
1960
Référence :
PETO
p32
E fazi estreget unan / A zo kouezhet ha ma-unan / Ma 'z on, siwazh, bet touellet, / N'oan mennet da noazout ouzh den, / Rak ur seurt tra ' vezen war gren.
E fazi estreget unan / A zo kouezet ha ma-unan / Ma ' z on, siouaz, bet touellet, / N'oan mennet da noazout ouz den, / Rak eur seurt tra ' vezen war-gren.