Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. SONEREZH 1. Arouezenn a skeudenner ganti uhelder ha pad ur son. Un notenn wenn, un notenn zu. Skrivañ notennoù ar skeulenn war ar regenneg. 2. Son a arouezier evel-se. Seniñ un notenn. Notennoù sklintin, boud. II. A. 1. Ger, frazenn e-kichen un destenn da reiñ displegadurioù hiroc'h war ur ger pe un arroud. Un notenn a oa e traoñ ar bajenn. DHS. evezhiadenn. 2. Skrid, berr prl., evit kemenn tra pe dra. Notenn a-berzh ar renerezh. 3. Testenn, berr a-walc'h prl., skrivet diwar glevet pe diwar studiañ, lenn, h.a. Amprestañ notennoù ur studier all. Ar prezegenner ne selle ket ouzh e notennoù. & Trl. Sevel notennoù : skrivañ ar pezh a vez c'hoant delc'her soñj anezhañ (e-kerzh ur gentel, ur brezegenn, h.a.). & Dre ast. (en e furm unan pe lies) Studiadenn. Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh. B. 1. Kont an arc'hant dleet gant ub. Goulenn an notenn en un ostaleri. Paeañ an notenn. DHS. lizher-dle. 2. Meneg pe niver a verk talvoudegezh ul labour. Reiñ un notenn d'ur c'hargad. & Ent strizh, boas Niver a roer da labour un deskard da verkañ e dalvoudegezh. Kaout notennoù fall er skol.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

notenn gan

1499
Référence : LVBCA p107, 151 ('note de chant')

notenn

1850
Référence : GON.II.HV pg noten

notennoù

1850
Référence : GON.II.HV pg noten

(1) [...] Naetadurezh, kibelladennoù, kouronkadennoù pemdeziek gant Kelted an Henamzer, Breizhiz hag Iwerzhoniz ar Grennamzer, Notennoù, XI. p. 16-7

1923
Référence : SKET p.52

notennoù e-leizh e traoñ an enebennoù d’an neb a fellfe dezhañ studiañ al levrioù a ouiziegez diwar-benn hon Tadoù, ar Gelted kozh [.]

1923
Référence : SKET p.6

notennoù kinklañ

1931
Référence : VALL pg (notes d')agrément

notennoù levroniezh

1931
Référence : VALL pg bibliographie

notennoù

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VIII

notenn wenn

1931
Référence : VALL pg blanche (musique)

notenn vresk

1931
Référence : VALL pg appogiature

notennoù buhezskrivañ

1931
Référence : VALL pg (notes) biographiques

Ar pezh a zo un harp da zalc'hidi an diskleriadur kentañ meneget en notenn 49.

1943
Référence : TNKN p45

Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas dezho ma notennoù.

1944
Référence : EURW.1 p20

Cavalier a baeas an notenn.

1944
Référence : EURW.1 p79

Kement-se a sikouras ac'hanon, marteze, da gaout un notenn vat a c'hregach [sic, e gregach]...

1944
Référence : EURW.1 p61

Ha klevout a ra ur vouezh, ouzh e c'hervel, notennoù un delennadeg, tomm evel hud...

1949
Référence : SIZH p.38

Ar giz a oa gant douarourien hor c'hompagnunezh, koulz ha gant ar gartennourien, da zilezel al labour diavaez eus hanter miz here betek miz kerzu, hag eus hanter veurzh betek penn kentañ miz mae, mont da greizenn Nenghe-Sika da glask goudor, da labourat en disglav, da renkañ o notennoù, da gempenn ha da glenkañ ar vein bet dastumet, d'en em glevout gant ar geneiled...hag ivez da ziskuizhañ.

1985
Référence : DGBD p95

"Sed un notenn souezhus", eme an Ao. Utterson ; ha neuze, sec'h : "Penaos eo emgavet digor ganeoc'h ?"

2012
Référence : DJHMH p.66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux