Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Fizik Derc'hanel. Ur greizenn nukleel : un tredanva derc'hanel. Ur brezel nukeel : gant bombezennoù atomek. 2. Bevon. A denn da graoñell ar gellig. Ar goc'henn nukleel.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

an tredan a orin nukleel

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.44

Ur miz dija abaoe derou an enklask e-touesk tud Plogoñv, Kledenn ar C'hap, Goulien ha Priveilh war dalvoudegezh ur greizenn nukleel

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.2

Menegomp c'hoazh, evit al lennerien n'o dije ket gwall soñj ken e oa [bet] ur gwallzarvoud e kreizenn nukleel Three Miles Island, e miz Meurzh 1979.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

Plantañ anezhe 'barzh a c'haoc'h nukleel, lezel anezhe 'barzh ar mazout, ya !

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Ha c'hoazh an trec'hioù a-enep an taolioù-esae nukleel, prevesadur an dour e Bolivia, steuñv dispakañ ar misiloù Pershing, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p11

Sevel enselladennoù keodedel war tachennoù e-lec'h ma vez tennet misiloù nukleel.

2015
Référence : DISENT p58

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Référence : DISENT p58-59

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

2015
Référence : DISENT p65

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Référence : DISENT p65-66

[Oberoù difeuls evel] heskinañ ar vinistred en ur mod demokratel, rekizañ al lojeiz goullo (e Pariz pe er rannvroioù...) ; falc'hañ parkeier OGK ha labezañ panelloù bruderezh, [..., stankañ] bon nukleel Faslane e Bro-Skos [...]

2015
Référence : DISENT p155

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux