Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Str. A. 1. Plant kar d'ar c'hignen, d'ar chalotez ha d'ar pour, o anv spesad Allium cepa, zo berr ha krenn o zroad a-uc'h ar gwrizioù. Hadañ ognon. & Ognon-ki : pour-bran. 2. Bulb debradus ar plant-se end-eeun, kreñv o c'hwezh hag o blaz a implijer evit aozañ boued. Plezhadoù ognon. Ognon gwenn, ognon ruz. Dibluskañ ognon. Miñsañ ognon. & Ur penn ognon : un ognonenn. Pennoù had ognon. B. Dre ast. Bulb. Ognon tulipez, ognon pour-bran. II. H.g. Danvezenn bulb an ognon (I A 1). Soubenn an ognon. Lakaet ec'h eus ognon er soubenn ? III. Termen a ya da sevel touadelloù. Gast an ognon ! N'ho pezit ket aon, gagnig an ognon ! Gavr an ognon ! Bos an ognon !

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

ognon

1499
Référence : LVBCA p153 ('oignon')

ognon

1499
Référence : LVBCA p153 (idem)

penn-ognon

1499
Référence : LVBCA p161 ((un) oignon)

bochad ognon

1732
Référence : GReg pg cayeu (rejetton d'un oignon)

ognon

1850
Référence : GON.II.HV pg ouñoun

Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

A ! satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! Sell, 'brepoz, pa zeu da goun din ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp bep a c'henaouad [b]ara, ha ma lonkfemp bep a vanne gwin ?...

1929
Référence : SVBV p.9

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !

1929
Référence : SVBV p9

Ar porzh anezhi a zo hentet gant Leoniz marc'hadourien ognon, kaol, artichaod.

1944
Référence : EURW.1 p.130

Note d'étude

S.o. fichenn "penn-ognon".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux