osteleri
Ne veze ket gwelet, evel, siwazh ! ma weler bremañ re alies tud yaouank, o redet an ostalerioù hag an tavarnioù, oc’h evañ banne gant hemañ, banne gant henhont ; ne veze ket gwelet o tistreiñ kartoù nag o ruilhañ dominoioù, pell en noz, evel ma weler en amzer-mañ, bugale a renk uhel zoken, war o meno.
An osteleri neuze ne zileunie ket gant an everien gwin-ardant.
ostaleri
Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »
Bremañ, eta, gant an heritaj a gavimp eno, ni a c’hello diverkañ kement tra hon eus lakaet war ar c’hoch en ostalerioù Landremel…
Ostaleri ha ti-butun a oa gant va zad Erwan-Vari Dremel, (pe gentoc'h E- Mari, evel ma lavarer em c'horn-bro) ha gant va mamm Ann-Mari an Aubin.
O vezañ ne oa ket gwell goeñvet hon yalc’h, klask a rejomp lojeiz en un ostaleri dister-tre e straed ar c’harter-mestr Bondon e Rekourañs, nepell diouzh kazarn ar vartoloded, an IIe Dépôt des Equipages de la Flotte.
Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.
Mots précédents
Mots suivants
ostaleriezh