Télécharger les mots parents dreistpaeañ paeamant peurbaeañ peurbaeañ
« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »
— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »
— « C’hwi a baeo ac’hanon ?… C’hwi a baeo… a baeo ac’hanon ?… N’eo ket a baeo a fell din, rak me am eus c’hoant da vezañ paeet diouzhtu. » — « Diouzhtu ? !… » — « Ya, diouzhtu… diouzhtu… »
Ar predoù a veze kemeret en ostaleri a oa war ar porzh, hag eno e welis ar c'hemm a oa deuet em buhez : e Roazon e oan boas da baeañ va fred daou skoed, amañ e kouste eizh lur warn-ugent.
Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...
Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.
Pa oant bet erskrivet deomp a-benn ar fin e oa bet lavaret deomp en apotikerezh ne roent ken louzeier peogwir emañ hor c'hilezennoù en o dle hag e vije ret deomp paeañ diwar hon leveoù krennet.
Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...
Mots précédents
Mots suivants
paeañ