I.
Kenaozadur poleoù ha kerdin implijet da zibradañ pe da fiñval bec'hioù pounner, e bourzh al listri peurgetket.
Edod oc'h ober palankoù da sevel ur maen bras-bras.
II.
(impl. en e furm lies)
1. Kravazh.
2. Trl. skeud.
Treid palankoù : treid bras-kenañ.
Ne vez gwelet ken nemet e zivhar hag e dreid palankoù.
Ar marc'hadourezh a vez c'hoant lestrañ a vez neuze diskennet ac'hano war skafioù diwar-bouez palankoù, stlejet betek al lestr ha karget adarre en hevelep doare ; hag evit kas en douar e vez graet hevelep tra war ar penn enep.