Gwez eus ar broioù tomm zo meur a spesad anezho, eus ar c'herentiad Palmacae, dezho kefioù gant ur bouchad delioù bras en o lein, a anavezer evit o frouezh (datez, h.a.) hag o eoul.
Ober paneroù gant brankoù palmez. Bodoù palmez.
[1954] Mont a raemp ar Merc’her hag ar Sul d’ober ur sonadeg war gaerañ leurgêr ar Savane, e skeud ar gwez-kokoz hag ar palmez nepell diouzh delwenn Jozefina, gwreg Napoleon kozh.
&
Gwez-palmez : ar gwez-se end-eeun.
Ur wezenn-balmez glas-kaer.
&
Eoul palmez : eoul-debriñ a denner eus frouezh ur spesad palmez.
Trokañ eoul palmez, kaoutchoug, kakao.
Mont a raemp ar Merc’her hag ar Sul d’ober ur sonadeg war gaerañ leurgêr ar Savane, e skeud ar gwez-kokoz hag ar palmez nepell diouzh delwenn Jozefina, gwreg Napoleon kozh.
Mont a raemp ar merc’her hag ar sul d’ober ur sonadeg war gaerañ leurgêr ar Savane, e skeud ar gwez kokoz hag ar palmez nepell diouzh delwenn Josefina, gwreg Napoleon kozh.
1954
Référence :
VAZA
p.91-92
Glas ar vro ken e oa glas, ha goloet a balmez, ar palmez eoul-se am bo amzer da ober anaoudegezh welloc'h ganto e-pad ar mizioù da heul.