Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Lodenn war ziribin ur menez, un uhelenn. Pantennoù roc'hek an draonienn. Ar c'hoadeier o wiskañ pantennoù ar menezioù. HS. roz. HS. krap, tor, tostal. 2. Rannyezh. Traoñienn. Krap ar bantenn. HS. stankenn.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.

1923
Référence : SKET p.94

"pantenn" gg.

1924
Référence : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Pente, versant (d’une vallée)".

An div bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da gejañ biken rannet ma’z int gant ar stêr, a zo anezho donañ traonienn ar bed-holl.

1924
Référence : SKET.II p.47

Bez' hor bije evel-se ur fiord hag un aber (beuzet a-grenn houmañ, naoz ha pantennoù) lerc'h-ouzh-ler[c'h].

1943
Référence : TNKN p49

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Référence : SIZH p.52

Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.

2012
Référence : DJHMH p48

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux