Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k. A. V.k.e. Chom a-sav gant un ober bnk., evit ur pennad amzer prl. Paouez ar c'han. B. V.k.d. 1. Paouez gant un ober bnk. : chom a-sav gant an ober-se evit ur pennad amzer. Paouezit gant ho labour. 2. Paouez ouzh ub. : e lezel e peoc'h. Paouezit ouzhin mar plij ! An den a c'houlennas paouez outañ ur pennadig. II. 1. (dirak un av.) Bezañ o paouez ober udb. : bezañ nevez-echuet ober udb. Setu ar pezh emaon o paouez lenn. Evel m'emaon o paouez lavaret deoc'h ne vin ket amañ warc'hoazh. [1878] Ar soudarded, evel emaon o paouez lavaret deoc’h, ne garent ket enebiñ ouc’h ar re en em save outo. [1925] An archerien a oa o paouez tennañ e gorf eus an traezh. 2. (dirak ur v. degaset gant an ar. a pe da) Paouez da ober udb., a ober udb. : n'ober udb. ken, evit ur pennad amzer pe da vat. Paouez da ouelañ. Ho mab n'eo ket paouezet a greskiñ. 3. Alies, ent krenn Chom a-sav gant ar pezh edod oc'h ober. Mard out skuizh ez eo gwelloc'h dit paouez. & Trl. skeud. Ober gwashoc'h eget paouez : bezañ bet gwell d'unan chom hep ober udb. Gwashoc'h eget paouez en doa graet ! & Tr. estl. Paouez ! Ne baouezi ket ! : chom a-sav, gra peoc'h, chom reizh ! III. V.g. 1. (db. an douar) Na vezañ gounezet ken evit ur pennad amzer. Lezel an douar da baouez. DHS. kozhañ, yenañ. 2. (db. arc'hwelioù ar c'horf) Chom a-sav. Gant ma ne zeuy ket e anal da baouez. 3. Dre ast. (db. an dud dh.) Diskuizhañ. Al labourer ne chom ket da baouez. Labourat hep paouez. Ne lez morse e bluenn da baouez. HS. repoziñ.

Exemples historiques : 
69
Masquer la liste des exemples

paouez

1499
Référence : LVBCA p156 (cesser)

paouez

1659
Référence : LDJM.1 pg (s')arrester, reposer

paouez

1659
Référence : LDJM.1 pg cesser, (se) delasser

hep paouez

1659
Référence : LDJM.1 pg incessamment

paouezet

1732
Référence : GReg pg alte

paouezit aze

1732
Référence : GReg pg alte

ar paotr-se ne baouez meur

1732
Référence : GReg pg cesser (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

paouez

1732
Référence : GReg pg ancre, (s')arrêter (cesser de faire quelque chose)

paouezet

1732
Référence : GReg pg ancre, (s')arrêter (cesser de faire quelque chose)

paouezañ

1732
Référence : GReg pg alte, ancre, (s')arrêter (cesser de faire quelque chose)

hep paouez

1732
Référence : GReg pg continu (sans interruption, tout de suite)

Paouzet aze.

1732
Référence : GReg pg halte (Halte-là, Van.)

Paouezit aze.

1732
Référence : GReg pg halte (Halte-là.)

paoueziñ

1732
Référence : GReg pg (s')arrêter (cesser de faire quelque chose)

paouezet

1732
Référence : GReg pg (s')arrêter (cesser de faire quelque chose)

paouezet

1732
Référence : GReg cesser (discontinuer, arrêter le cours de quelque chose)

paouezet eo ar glav

1732
Référence : GReg pg cesser (la pluie a cessé)

hep paouez

1732
Référence : GReg pg eternellement (sans cesse)

paouez

1850
Référence : GON.II pg paoez (Voyez "paouez").

paouezet

1850
Référence : GON.II pg paouez

paouez

1850
Référence : GON.II pg paouez

paoueziñ

1850
Référence : GON.II pg paouez, poézein

paouezit un nebeud, mat gellit

1850
Référence : GON.II pg paouez

paouezañ

1850
Référence : GON.II pg éhana, éana, paoéza, paouéza, poézein, spanaat

paouezañ

1850
Référence : GON.II pg paoéza

ne baouez tamm ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg paouez

Ur falc'her dispar eo, ne baouezo biken, / Endra vezo an heol o parañ war an den.

1867
Référence : MGK p101

Ne baoueze ket [ar big] da chaokat / Ha da lavaret : -Boed din, boed ! / Boed da Vargod en he c'haoued !- / Hag anez kaout da gorfata / Beg Margod a voa ar frankañ.

1867
Référence : MGK p21-22

O paouez lenn ar marvailh-mañ, / Meur a zen demezet, stag oc'h ur pennask fall, / A lavaro mard int gwirion / En o c'halon : / Me a garfe ivez bezañ graet kement all, / Eürusoc'h ven bremañ !

1867
Référence : MGK p64

Pa zigoras dor e borzh ec’h en em gavas tal-ouzh-tal gant ur vandenn soudarded ne baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.218

Ar soudarded, evel emaon o paouez lavaret deoc’h, ne garent ket enebiñ ouc’h ar re en em save outo.

1878
Référence : EKG.II p.81

Neuze ec’h ouzoc’h, gwell eget na oufen hen diskleriañ deoc’h, ar pezh a samme hag a c’hlac’hare kalon ar vinorez-mañ, pa en em gavas distro eus an iliz d’he zi ; pa welas goullo ar skaon m’oa boazet he mamm da vezañ azezet warni, he mamm edo o paouez lakaat er bez !...

1878
Référence : EKG.II p.172

Paouez, ma mab, da gât anken. / Gret vo dit herve[z] da c’houlenn. / Dre nerzh ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo cheñchet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »

1923
Référence : SKET p.68

Diwar se e nac’has o armoù hag o binvioù sentiñ ken ouzh mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hadañ, a vediñ evito.

1923
Référence : SKET p.76

Eno eo e paouezas an alc’houeder, eno e steuzias da vat ouzh o selloù hag eno ivez e vanjont a-sav.

1923
Référence : SKET p.94

Derkeia ne rannas ger. Deut tre e-barzh al logell, ez eas betek an oaled. Eno, o trealañ, e lavaras distreset-holl he mouezh : « O paouez gwelout va zad emaon. »

1923
Référence : SKET p.104

Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoazh holl [d]ud e barroz.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ruz-flamm an tornaodoù maen kalet anezhi, na baouez ket an tonnoù-mor a skei gant o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.

1924
Référence : SKET.II p.75

Gouzout a rit pegen drouk ez eo ar paotr : goap a ra evelato ouzh ar valtouterien, ouzh Gargam ; en oferenn-bred n’ez eo ket evit paouez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Un drede enezenn am eus gwelet er mor, er c’hornog d’an hini emaon o paouez komz anezhi.

1924
Référence : SKET.II p.71

Ha gant ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he divjod.

1924
Référence : SKET.II p.57

Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.

1924
Référence : SKET.II p.39

Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tennañ tra digantañ, e paouezjont war o hegaserezh.

1924
Référence : SKET.II p.36

An archerien a oa o paouez tennañ e gorf eus an traezh.

1925
Référence : BILZ2 p.128

paouez da c'hoazhin

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (cesser de rire)

paouez a

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (plus souvent da, sauf en V.)

paouez da

1927
Référence : GERI.Ern pg a3

paouez a c'hoazhin

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (cesser de rire)

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... [...] "

1929
Référence : SVBV p10

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

emaon o paouez kaout ur c'hlebiadenn

1931
Référence : VALL pg arroser

paouez !

1931
Référence : VALL pg assez

paouez

1931
Référence : VALL pg (s')arrêter

paouezit !

1931
Référence : VALL pg assez

Diaes-bras eo lavarout gant pe zoare-krignañ eo bet kleuzet an draonienn-se, rak paouez a rae skornegoù amerikat ar Pevarhoalad e-kichen New-York end-eeun.

1943
Référence : TNKN p49

Pa ne gerzhemp ket eeun, hep fiñval hor penn, ar c’habiten du Tilly a gastize ar strollad gant « un eurvezh eskrim ar vaionetez » hep paouez, gant ar sac’h karget war hon divskoaz.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Teodor Botrel a oa o paouez tarzhañ en oabl Breizh, evel ur steredenn a gentañ ment.

1944
Référence : EURW.1 p69

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Référence : EURW.1 p35

N'o doe ket a zigarez da stourm : ar brezel a baouezas e miz C'hwevrer 1871, ha da viz Meurzh, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistreiñ da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p12

Ya ! ho kure, person karet / ' Zo diredet gant azaouez, / War ho tro, p'emaoc'h o paouez / Bezañ gloazet ha diskaret.

1960
Référence : PETO p82

Paouez gant da glemmuskadenn / Ha respont d'am atersadenn.

1960
Référence : PETO p46

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Référence : PETO p29

Din seurt tra ' zo gwir souezhenn / Na baouezo morse d'am skeiñ.

1960
Référence : PETO p59

Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 43, Anjela Duval

Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.

1985
Référence : DGBD p27

Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 24

An enebourien ne c'hortozont nemet un digarez evit mont e kounnar, evit lâret int feuket-bras, ha paouez gant an divizoù ha tamall ar stourmerien deus kement-se...

2015
Référence : DISENT p139

An akordonour enbroet, en e sav dindan baled ur stal traolioù evit an ti, en deus paouezet a seniñ hag a sell ouzh an abadenn.

2015
Référence : EHPEA p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux