Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Hollad an traezoù heloc'h, a annezer, a ginkler diabarzh ar savadurioù ganto a-benn gallout bevañ, labourat enno, kas un obererezh en-dro enno. Ur pezh, un tamm arrebeuri. Arrebeuri un templ. Gwerzhañ, kempenn arrebeuri. HS. annez. & (goude ar gm. a.) Un arrebeuri : ur rumm pezhioù arrebeuri. Un arrebeuri eus ar c'haerañ. [1923] [...]ne gaver er bezioù nemet un arrebeuri paour [...]. HS. gloestr.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

an arrebeuri

1732
Référence : GReg pg ameublement

Gwerzhit din hoc'h arrebeuri.

1850
Référence : GON.II pg arrébeuri (Vendez-moi vos meubles).

arrebeuri

1850
Référence : GON.II pg arrébeûri (Meubles. Tout le mobilier en général).

An ti hag an arrebeuri zo da werzhañ

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « La maison et les meubles sont à vendre ».

E-pad ar gentañ, eus 900 da 700, ne gaver er bezioù nemet un arrebeuri paour o tiskouez bezañs ur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladurioù-korf nag an traezoù pompadus.

1923
Référence : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

An naetded a oa ar sked anezhi war bep tra : kêr hag arrebeuri, tud ha loened, dilhad ha korf. Ret-holl ha m’edo !

1923
Référence : SKET p.63

Kefridi ar c’hwec’h-mañ ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intrañ kannded ar murioù, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeradurioù hag al listri-aour.

1923
Référence : SKET p.65

Eno ez oa dezhañ adkavout an holl vinvioù, an holl glavioù brezel, an holl arrebeuri a biaoue er bed-mañ hag a oa bet diskennet a-unan gantañ er poull-bez.

1923
Référence : SKET p.74

arrebeuri

1927
Référence : Geri.Ern pg arrebeuri

arrebeuri

1931
Référence : VALL pg ameublement

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p46

Hogen, pa vin-me eet e-biou, / Pa n'em eus ken na marc'h na bioù, / D'am arrebeuri ' gavoc'h sav.

1960
Référence : PETO p65

Ma n'er c'havomp e vo tanet, / Da vignon ar sitoianed, / Danvez, ti hag arrebeuri, / Ha, da c'houde, 'z ay da beuriñ !

1960
Référence : PETO p66

Eno e karen chom neuze ur pennadig da lenn pe da vorediñ : sioul pep tra, nemet ur wespedenn-vañson bennak o troidellat en-dro d'he neizh, a ra gant pri ouzh al lein, pe zoken, ouzh framm ar poltredoù a zo skourret ouzh ar speurinier ha chomet er stad ma oant p'hor boa feurmet an ti, arrebeuri hag all : tud mestrez an ti, Mamaino, homañ hag he c'hoar, an holl anezho hironezed liv ar c'hoar.

1985
Référence : DGBD p150

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux