parea ur re
Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?
Dek devezh ehan er greizenn ziwezhañ-mañ a roas tu din da bareañ eus va skuizhadenn bro an Eshiraed, da ober anaoudegezh welloc'h gant tud ar greizenn, nebeut anezho d'ar mare-bloaz-se rak, gant an amzervezh sec'h emañ ar pep brasañ eus an dud war an dachenn, krog mat en o labour.
Ha koulskoude, pa reas Utterson un evezhiadenn a-zivout e neuz klañvidik, e tisklerias Lanyon, seder a-grenn, e oa kondaonet. "Ur stroñsadenn 'm eus bet", emezañ, " ha biken ne barein. Afer un nebeud sizhunioù eo.
Mots précédents
Mots suivants
pareañs