Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Den zo e vicher maesa un tropell. Pastor an deñved. DHS. diwaller. HS. bugel, bugul, maesaer, mirer, moc'her. II. RELIJ. 1. Rener eneoù. Ma doue ha ma fastor. Ar pastor mat. Un eskob eo pastor e eskopti. & Ar c'hentañ pastor : ar pab. 2. Beleg protestant. Ur pastor protestant.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Référence : Cath p19-20

pastor

1850
Référence : GON.II.HV pg pastor

pastored

1850
Référence : GON.II.HV pg pastor

— Hag ar bleiz, a-raok stouiñ e benn, / Ha gwelet dreist ar c'hleuz ur vandenn bastorien / O stagañ dibismig gant un oan dioc'h ar ber.

1867
Référence : MGK p83-84

Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, eveldoc'h-hu, un douchenn oud e foet [:] / Pa n'hell kaout frank e damm, ez a gantañ dre laer ; / Anez, ermit, pep pred ve goullo e gaoter.

1867
Référence : MGK p85

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

[... ] war e garg a eskop, tud ar bed-mañ n’o doa pe wel : d’hon Tad Santel ar Pab hepken e oa terriñ he eskopti, ha tamm da dud hag a rank sentiñ o-unan ouc’h an Iliz nag ouc’h an eskibien ; rak un eskop eo pastor e eskopti, ha n'eo ket d’ur pastor sentiñ ouc’h e zeñved, mes d’an deñved sentiñ ouc’h o fastor.

1877
Référence : EKG.I. p.10-11

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Référence : EURW.1 p68

Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?

1960
Référence : PETO p34

Pa 'z eo deut hor pastor da dreiñ / Ha d'an Nasion d'en em reiñ, / Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer-da-zont.

1960
Référence : PETO p23

Anezhañ ur pastor protestant hag ur medisin, hag ivez ur muzikour anavezet, en devoa dilezet pep tra evit mont d'ar Gabon da sevel un ospital evit sikour ar re glañv.

1985
Référence : DGBD p64

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux