1. Kreizenn da sevel, da baramantiñ ha da gempenn listri brezel.
En arsanailh e Brest. Kornioù-boud an arsanailh.
2. Mirlec'h armoù ha pourvezioù brezel.
3. Dre skeud.
Pezh a ro an tu da dagan ub., udb. pe d'en em zifenn war-bouez un hollad traoù.
Ur gwir arsanailh e vo al levr evit difennerien ar brezhoneg.
4. Dre ast.
Hollad traezoù niverus ha rouestlet.
Ar sebezusañ bern binvioù huderezh a c'hallfec'h soñjal ennañ, ur gwir arsanailh pa lavaran deoc'h.