Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. [1980, 1985, 2016] Kavout a-nevez. [1980] [...] e chomo bev pobl Vreizh hag ec'h adkavo he fersonelezh. [1980] Mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare. [1985] Drezañ eo ec'h adkavis labour en Afrika. [2016] 'Michañs en devo hennezh e walc'h a blijadur oc'h adkavout Akilleüs o vrezhonegañ. Adkavout a reas an holl vinvioù a biaoue. Gouzout a rin hoc'h adkavout. Adkavet eo e nerzh gantañ. 2. Trl. Adkavout e dreid : bezañ war-sav a-nevez goude bezañ bet war-nes kouezhañ. Adkavet e dreid gantañ en em lakaas da stlejañ e samm. II. V.em. EN EM ADKAVOUT. En em adkavout a-blom : en em gavout gwelloc'h goude bezañ bet lakaet diaes. DHS. adsevel.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

M'er c'hrede marv-mik endeo / Hogen dre c'hras Doue eo bev / Ha din e fell trugarekaat / Ar C'hrist evit ar burzhud mat / A roy d'un ene an eurvad / D'adkavout kaer hent ar Peurbad.

1960
Référence : PETO p81

Gant ma vo e pep lec'h e Breizh, e kement kêr, bourk pe garter, kreizennoù o stourm ha tud o labourat asambles, e chomo bev pobl Vreizh hag ec'h adkavo he fersonelezh.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Rak ur wech ma oa bet echu gant ar brezel ec'h adkavis an den en devoa va heñchet war-zu Gabon, ha drezañ eo ec'h adkavis labour en Afrika, n'eo ket er vro e oan bet enni a-raok, met en Aod an Olifant.

1985
Référence : DGBD p6

Goude ma vefe bet skarzhet hemañ [an hini en deus poan] e rank ar vaot adkavout he stumm evit derc'hel penn d'ar boliserien.

2015
Référence : DISENT p95

Gant begoù-butun dister e c'hallfer adkavout stourmerien ivez.

2015
Référence : DISENT p137

'Michañs en devo hennezh e walc'h a blijadur oc'h adkavout Akilleüs o vrezhonegañ...

2016
Référence : ILIAS p. 4

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux