1. Unanderenn perlez.
Ur walenn, ur berlezenn lugernus en he c'hern.
2. Dre skeud.
Hini gwellañ (a-douez un hollad).
Karet a rae an eskopti-se evel perlezenn eskoptioù Breizh.
An dremm anezho, hirgelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennoù-gwer.
An dremm anezo, hir-gelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennou-gwer.
1923
Référence :
SKET
p.72
Ar berlezenn a ro hec’h anv d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazon he c’hrec’hiennoù glas hag he hirdevennoù goloet-holl a verc’hed blev-rodellek.
Ar berlezenn a ro hec’h ano d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazoun he c’hrec’hiennou glas hag he hir-devennou golôet-holl a verc’hed bleo-rodellek.
1924
Référence :
SKET.II
p.75
Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni ur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar priñs en doa kavet ar c'hentañ, e-kreiz an natur, ur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober arouezioù da ganardiñ ganti.
Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni eur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar Priñs en doa kavet ar c'henta e-kreiz an Natur eur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober aroueziou da ganardi ganti.