(en deveradoù, dirak un ag., un ak., un adv. pe un av.)
Rakger a dalvez da verkañ ez eo sevenet an dra-mañ-tra penn-da-benn war-bouez nebeut, ez eo hogos echu an dra-mañ-tra, ez eo tost an dra-mañ-tra da c'hoarvezout.
Peuznoz.
EVEZH. : kemm. blot. darn. e deroù an elfenn a lakaer goude peuz- ; k, t, p a chom digemm.
O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.
O veza ma ’z eo douriou lenn an Heol peuz-disal, e tiskenn koadou ar vro gant dinaou sounn ar pantennou tre beteg an traez, ken e teu, d’al lanvez, an tonnou-mor da c’hlebia ar wriziennou anezo.
1923
Référence :
SKET
p.94
peuzheñvel
peushenvel
1923
Référence :
SKET
p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "analogue".
He feuz-diboblañ a rejont dre lazhadegoù bras, hag e kasjont ganto da sklaved ur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennoù-chatal diniver.
He feuz-dibobla a rejont dre lazadegou bras, hag e kasjont ganto da sklaved eur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennou-chatal diniver.
1923
Référence :
SKET
p.86
peus-
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXVI
peuz-
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXVI
peuzvat
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXVI
Damverzout a ra bremañ ar c’housker furmoù all, maouezed peuzziwiskoc’h an eil re eget ar re all.