1. Endalc'her kelc'hiek, hep erien na skouarn, izel a-walc'h e gant war skuilh, a implijer evit basañ bouedoù.
Ur bezel goad da verat amanenn. Ret e vefe d'ar priñs lazhañ e bennhêr bihan, dastum e holl wad en ur bezel.
[1924] Leizh ar bezel c’horo, eme Bilzig dezhañ en ur c’hwezhadenn.
2. Dre heveleb.
Endalc'her kelc'hiek metal pe blastik, ledan ha don zo meur a implij dezhañ war ar pemdez.
Kannañ an dilhad en ur bezel.
3. Trl. kv. (db. ar glav)
Skeiñ, kouezhañ evel gant ur bezel : kouezhañ da vat.
Ar glav a gouezhe puilh evel gant ur bezel : glav bras a oa oc'h ober.
Référence :
GON.II
pg pézel, pg bédel (Voyez "pézel" - En Vannes, "pédel" ou "bédel" - Jatte, grande écuelle de bois servant à porter la pâte au four, à tirer le lait, etc.)
bezel
bézel
1850
Référence :
GON.II
pg bézel, pézel
pezel
pézel
1850
Référence :
GON.II
pg bézel, hanaf, anaf, mézel, pédel, pézel (Jatte, grande écuelle de bois servant à porter la pâte au four, à tirer le lait, etc.)
pedel
pédel
1850
Référence :
GON.II
pg pédel, pézel (En Vannes, "pédel" ou "bédel").
pezelioù
pézeliou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg pézel
bezel
bél
1850
Référence :
GON.II
pg pézel
— Leizh ar bezel c’horo, eme Bilzig dezhañ en ur c’hwezhadenn.
— Leiz ar beel c’horo, eme Bilzig d’ean en eur c’houezadenn.
Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hael e tenn / Ha lâret ' vefe c'hoazh ez eo / Ur stourmer mat, ur marc'heg glev / A lez Arzhur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.
Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hêl e tenn / Ha laret ' vefe c'hoaz ez eo / Eur stourmer mat, eur marc'heg gleo / A lez Arzur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.
1960
Référence :
PETO
p56
PEZEL, anv gwregel : Ur benveg kegin koad. « Ur bezeliad laezh, ur bezeliad amann. » E Kerne e tistager : ur "bél".
PEZEL, ano gwregel : Eur benveg kegin koad. « Eur bezeliad lêz, eur bezeliad amann. » E Kerne e tistager : eur "bél".