Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Benveg troadet a labourer an douar gantañ. C'hwennat ar c'harotez gant ur bigell. HS. marr. & Dre heveleb. Eor. Ar bigell er mor ! 2. Trl. skeud. Ober e bigelloù d'ub. : droukkomz diwar e benn. & Klevet pigell ub. : klevet hini pe hini o troukkomz diwar e benn. & Un tamm pigell zo bet etrezo : un tamm tabut.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

pigell varr

1659
Référence : LDJM.1 pg beche

pigell

1850
Référence : GON.II pg pîk, pigel

pigelloù

1850
Référence : GON.II pg pigel

Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.

1923
Référence : SKET p.53

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Référence : SKET p.75

Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.

1923
Référence : SKET p.127-128

En deiz-se, rust ar mor, mareoù bras anezhi, ar vugale ’ta a oa eno unanet a-raok ar gourlen, ur pennad mat a-raok, ha palioù, marrioù, pigelloù da doullañ, ha da sevel, da gempenn, da bentañ tier, tourioù, bagoù ha listri.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Ar machete eo klav ar vro, mat da bep tra : e-giz falz, e-giz pigell, e-giz marr, ha me 'oar !...

1985
Référence : DGBD p52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux