Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k. A. V.k.e. 1. Sevel gant udb. en ur strivañ mui pe vui. Ar bardonerien a stage da bignat Menez-Lokorn. 2. Dre skeud. Sonerezh Pignat ar skeulenn : seniñ pe kanañ holl notennoù ar skeulenn diouzh renk eus an hini izelañ d'an hini uhelañ. Pignat ar skeulenn war ar piano. B. V.k.d. PIGNAT OUZH, GANT UDB. : mont uheloc'h a-hed udb. serzh pe sershoc'h. Pignat ouzh ur wezenn. Pignat gant an diribin, gant an diri. HS. krapat. II. V.g. A. (db. an traoù) Sevel. Pa bignas an heol e voent devet. Al lanv o pignat e-pad c'hwec'h eur. B. 1. (db. an dud, al loened) Krapat. Pignet e oan er siminal. Pignet e oa war an dosenn. [1878] Koulskoude e oa ret din mont en iliz evit gellout pignat en tour. 2. Dre skeud. Mont e-barzh ur c'harbed, ul lestr. Pignat en nijerez. 3. Mont a-c'haoliad war ul loen. Pignat war varc'h, war e varc'h.

Exemples historiques : 
44
Masquer la liste des exemples

pignat

1499
Référence : LVBCA p163 (monter)

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Référence : Cath p3

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Référence : Cath p3-4

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Référence : Do. p10-12

pignat

1659
Référence : LDJM.1 pg monter

20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.

1677
Référence : Do. p70

ar gouel solenn ma pignas hon Salver en neñv

1732
Référence : GReg pg ascension

an andred uhelañ ha pellañ diouzh kalon an douar ma c'hell pignat an heol hag ar planedennoù all

1732
Référence : GReg pg apogée (le point le plus haut & le plus éloigné du centre du monde)

war bignat

1732
Référence : GReg pg contre (mont)

uhel, ha diaes da bignat

1732
Référence : GReg pg escarpé

An dra-se en deus pignet em fenn.

1732
Référence : GReg pg frapper (Cela m'a frappé l'esprit.)

n'en deus ket gellet pignañ war varc'h

1850
Référence : GON.II pg piña

pignañ

1850
Référence : GON.II pg piña, piñidigez, piñouer, piñuz

pignat

1850
Référence : GON.II pg piña

livirit d'ar plac'h pignañ amañ

1850
Référence : GON.II pg piña

Booz a bignas eta da borzh-kêr, hag a azezas eno.

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

Mont a ra er maner, pignat ra er c'hambroù / Leun a aour[,] a arc'hant ; en unan, un aotrou / A oa azezet kaer war ur gador wenn-kann.

1867
Référence : MGK p70

Loull ar Bouc’h a bignas dre an delezoù ker skañv e c’har, evel pa n’en divije bet nemet triwec’h vloaz.

1877
Référence : EKG.I. p.135

Koulskoude e oa ret din mont en iliz evit gellout pignat en tour.

1878
Référence : EKG.II p.117

Dre greiz nozvezh al lazhadeg, ul leñvadeg a boan, a gasoni, hag a vallozh a savas a-ziwar an holl ranndir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an neñv.

1923
Référence : SKET p.128

« Mont hebiou a eure d’an heoliennoù, pignat ar c’hrec’hiennoù, diskenn an diarrozioù, treuziñ an traoniennoù ; o vac’hañ ar geot, ar raden, ar c’hinvi, ken na zigouezh gant ti Gobanniu, en Isarnovidus (2). »

1923
Référence : SKET p.36

Pignat a eure war e gein, hag eñ, e gelc’hig-aour o ruilhañ en e raok, d’an daoulamm a-hed holl gildroennoù an aod.

1924
Référence : SKET.II p.22

Tremenet gante Tremel, Lann ar Manac’h, o pignal gra sonn Plounerin, hag int o welet, e-touez ar vein, ar brug hag al lann orodet, ur boc’h, ur boc’h barvek ha korniek.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

A-zruilhad e pignont war e gorf d’e voustrañ dindan o zreid hag o daoulin, d’e vougañ etre o daouarn.

1924
Référence : SKET.II p.51

Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.

1929
Référence : SVBV p.19

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Référence : SVBV p.8

Setu da skouer aber Stêr-Oded. War driwec'h kilometrad hed, adalek Benoded betek Kemper, e pign al lanv gant an draonienn-se.

1943
Référence : TNKN p15

Alies ez an da Sant-Weltas, hag e pignan war c'horre an Dosenn.

1944
Référence : EURW.1 p.211

Mont da gistina da viz Here : pignat er gwez, skeiñ war ar c'hlor gant ur walenn, gant diwall da gouezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p25

Pebezh laouenidigezh er pradoù, o lammat, o vrañsigellat ouzh ar bodoù izel, o pignat er gwez, o neizheta.

1944
Référence : EURW.1 p24

Hepdale, e pignis ur mintinvezh abred war ma marc’h-houarn, hag e kemeris hent Rosko.

1944
Référence : EURW.1 p.91

Chomet eo an tren en e sav. Ar C’hernevad a glask ar wetur kentañ-klas, hag a zo o vont da bignat enni, pa zired eur c’homis ‘drek e gein : « Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas.[…] ».

1944
Référence : EURW.1 p.102

— « Ker spontus-se e oa an trouz ? » — « Spontusoc’h eget ne lavaran deoc’h. Pignet e oan d’ho kambr. » — « Ha bet oc’h e-barzh ? — « N’on ket, peogwir n’hoc’h eus ket respontet ac’hanon. »

1944
Référence : ATST p.68

Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.

1944
Référence : ATST p.96

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

1944
Référence : ATST p.118

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Référence : EURW.1 p16

Ur gwall bezh labour a oa da ober : ur c'hrav sonn da bignat.

1944
Référence : EURW.1 p84

Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed.

1944
Référence : ATST p.18

Mamm Job a yeas war-eeun d’an armel, a bignas war ur gador hag a bakas ar falz.

1944
Référence : ATST p.68

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.47

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Référence : SIZH p.44

Emañ ul loar ramz, damguzhet he c’hann, o pignat goustad a-dreñv ur pikern.

1949
Référence : SIZH p.39

Ha da c'houde e pigner d'ar "butunlec'h" da gafea.

1985
Référence : DGBD p11

Emaomp o vont da bignat er Seat pa dosta ouzhomp unan eus an div a oa o ouelañ.

2015
Référence : EHPEA p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux