1. Kerzh a gammedoù bihan ha prim.
&
Tr. adv.
A-bilbazig, d'ar pilpazig : o kerzhet evel-se.
Hag eñ war e lerc'h d'ar pilpazig. Sterniet e vez ar marc'h ha hey ! d'ar pilpazig. Ret eo gouzout mont a-bilpazig a-wechoù, mont a-zoug e gamm a-wechoù all.
HS. piltrot.
2. Obererezh kerzhet hep dilec'hiañ kalz.
Goude e savas an arzh en e sav d'ober un tamm pilpaz pounner ha landrammus.
3. Obererezh skeiñ e dreid ouzh an douar hep dilec'hiañ, dre zihabaskted, h.a.