Perzh pe emzalc'h an den a ra van da soñjal udb., da vezañ renet gant fromoù pe santadoù glan pe uhel a-benn touellañ ar re all.
Diwall a rae ouzh ar pilpouzerezh.
Référence :
GON.II
pg pilpouzérez (Tartuferie, action, maintien, caractère de tartufe, de faux dévot).
Amañ 'vat ne gavan ket mat boazioù Bro-Gembre. Ka[v]out a ra din ez eus "pilpouzerezh" amañ gant ar vuhezegezh hag ar relijion.
Amañ 'vat ne gavan ket mat boaziou Bro-Gembre. Kaout [sic] a ra d'in ez eus "pilpouzerez" amañ gant ar vuhezegez hag ar relijion.
1944
Référence :
EURW.1
p.127
Ur plac'h, liv ivor he fas ha liv argant he blev, a zigoras an nor. Un dremm diaoulek he doa, dic'harvaet gant ar pilpouzerezh; koulskoude e oa direbech he doareoù.