1. (en e furm lies prl.)
Poan gorf lemm.
Kaout pistigoù en e skoaz, en e c'har.
&
Ent strizh
Poan a santer dindan e gostoù.
Santout ur pistig en e gostez.
HS. ber, broud.
2. Dre heveleb.
Santadur poanius d'ar spered.
Santout ur pistig en e galon. Ur pistig gwarizi.
HS. broud.
Leun-wad, roget he roched, dialanet, e deod er-maez eus e c’hinou, ur pistig e korn e gof, ec’h en em gav war bont Rozanklañ, a zo etre parrez Plouared hag ar C’hozhvarc’had ; emañ o vont da gouezhañ war an hent gant ar berr-alan...
Leun c’hoad, roget he roched, dialanet, he deod er meaz euz he c’hinou, eur pistik e korn he gof, ec’h en em gaf var bount Rozanklan, a zo etre parrez Plouaret hag ar C’hoz-Marc’had ; eman o vont da goueza var an hent gand ar berr-alan...