Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k. I. V.k.e. 1. Tapout, kemer en un doare prim ha feuls. Ur bleiz o tebriñ gant e zaoulagad ar pezh na c'hall ket da blaouiañ gant e skilfoù. 2. Dre ast. Skrapañ, kemer hep gwir. Yann zo war-c'hed eus an devezh ma c'hallo plaouiañ ar vro-se. 3. Debriñ pe lonkañ en un doare prim, marlonk. An holl a gredas e oa bet plaouiet gant ur bleiz. An droukspered, e c'henoù digor bras evit hor plaouiañ. Ar bleiz a blaouie an tammoù kig kaset dezhañ. DHS. brifañ, floupañ. 4. PEMDEZ Debriñ. Ne gave netra da blaouiañ. HS. brifañ, floupañ. 5. Dre skeud. (en tu gouzañv) Gwaskañ (gant ur santad bnk.). Hervelina, plaouiet gant an dic'hoanag. II. V.k.d. Plaouiañ war ub., udb. : en em deuler warnañ, e dagañ. An enebour a blaouias war ar vro.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

aneval plaouiet gant ar bleiz

1732
Référence : GReg pg animal (Animal blesse par le loup.)

plaouiañ

1732
Référence : GReg pg blesser (une bête, parlant du loup)

plaouiet

1732
Référence : GReg pg blesser (une bête, parlant du loup)

plaouiañ

1850
Référence : GON.II pg plaouia, pla

plaouiet eo bet al leue gant ar bleiz

1850
Référence : GON.II pg plaouia

plaouiet

1850
Référence : GON.II pg plaouia

Dirazo e tec’has al loened gouez, pe distreiñ a rejont outo, d’o flaouiañ.

1923
Référence : SKET p.77

Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.

1923
Référence : SKET p.17

Lammat a rejont gant ar saezhioù hag ar goafioù, o flaouiañ diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanoù, terriñ an herr anezho, o distreiñ diouzh o hent hag o lakaat da gouezhañ er stêr, dinoazet ha brevet.

1924
Référence : SKET.II p.53

plaouiañ

1931
Référence : VALL pg avaler, bouffer (manger gloutonnement)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux