Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
10
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1732] Skeudenn un den, ul loen livet, luc'hskeudennet, kizellet, treset, h.a., ken heñvel ha ma c'hall bezañ. [1732] Portrezioù kozh mogedet 2. Ent strizh Skeudenn un dremm. 3. Trl. Tennañ e boltred da ub. : e luc'hskeudenniñ.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

portred

1732
Référence : GReg pg description (par le pinceau, la plume, ou le discours)

portredoù

1732
Référence : GReg pg description (par le pinceau, la plume, ou le discours)

portrezioù kozh mogedet

1732
Référence : GReg pg (vieux portraits) enfumez

Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

1944
Référence : ATST p.26

Tennet e voe poltredoù eus ar strolladoù, ha gwerzhet kartennoù-post anezho dre vilieroù er rejimant hag e kêr.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, ur c’hrennard blev melen, daoulagad glas, kroc’henet roz hep ur vlevenn, so[n]n ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.

1944
Référence : EURW.1 p17

Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.

1944
Référence : ATST p.52

Ene Job a denne da ene Lom, evel un den a denn d’e boltred, pa sell er melezour.

1944
Référence : ATST p.26

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Référence : EURW.1 p59

Pa oan tremenet dirak e gador e welis un den kreñv, blev louet, un trouc'had mourroù dindan e fri hag a ziskenne en daou du d'e c'henoù betek e c'hroñj, ur gwir penn [sic, benn] brezelour frank, evel em boa gwelet war ar poltrejoù.

1944
Référence : EURW.1 p62

Meur a wech e kasis pennadoù bihan e kembraeg dezhi a-zivout skol vrezhonek Sant-Charlez, gant poltrejoù, hag a veze embannet, ar pezh a lakae ennon e-leizh a fouge.

1944
Référence : EURW.1 p61

Kalz a vourc'hizien a Vreizh-Izel a anavezo o zi o-unan e poltred hini ma zud-me.

1944
Référence : EURW.1 p6

Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.

1949
Référence : SIZH p.47

Eno e karen chom neuze ur pennadig da lenn pe da vorediñ : sioul pep tra, nemet ur wespedenn-vañson bennak o troidellat en-dro d'he neizh, a ra gant pri ouzh al lein, pe zoken, ouzh framm ar poltredoù a zo skourret ouzh ar speurinier ha chomet er stad ma oant p'hor boa feurmet an ti, arrebeuri hag all : tud mestrez an ti, Mamaino, homañ hag he c'hoar, an holl anezho hironezed liv ar c'hoar.

1985
Référence : DGBD p150

Kehentiñ a dalvez ivez derc'hel da broduiñ skeudennoù evit filmoù ha dielloù-poltredoù ar strollad, koulz hag evit ar mediaoù.

2015
Référence : DISENT p131

Pa zeuio an dennerien-poltredoù, koulz ha paotred ar c'hameraioù marteze, e vo hi [ar skeudenn] prest ha tout.

2015
Référence : DISENT p123

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Référence : DISENT p81

[...] ar mediaoù hag ar stourmerien e karg deus ar poltredoù ha deus ar filmañ a c'hoario sevenerien ha frammerien ho film.

2015
Référence : DISENT p79

Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.

2015
Référence : DISENT p52

Plijadur en deveze o valeata er palier taolennoù yen ha hirisus a oa en e gengiz ha sellout ouzh poltredoù diseurt ar re a rede o gwad en e wazhied-eñ.

2015
Référence : POLDG p. 225

Bale a ra unan e selloù war ar mogerioù hag ez eo trellet e zaoulagad gant poltredoù, dremmvroioù, bleunioù ha kement a c'hell faltaziañ.

2015
Référence : EHPEA p50

Evit ar mare emaomp o klask sevel ur poltred eus Korasidis, evit parraat ouzh pep degouezh.

2015
Référence : EHPEA p42

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux