Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

STLENN. 1. [1997, 2015] Reizhiad treuzkas kemennadennoù elektronek war-zilerc'h etre meur a implijer, dre daou skoulm, urzhiaterioù prl., liammet dre ar Genrouedad. [2015] Ha paotr ar pellgomz da gas ar gemenadenn dre bostel. HS. postelerezh. 2. [1997, 2013, 2015, 2020] Kemennadenn kaset en un doare elektronek. [2013] Daou zevezh war-lerc'h he doa skrivet ur postel din da lavaret e oa o paouez lenn e oa bet troet levr J.H. Rosny e brezhoneg. [2015] Na lezit roud ebet deus ho labour prientiñ, na dre bellgomzadennoù - hag a vez enrollet ha miret e dafariadoù an oberataerien pellgomz - nag e-barzh hoc'h urzhiataerioù ha posteloù - hag a zalc'h soñj eus ho skridoù ivez -. [2015] Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù. [2020] Soñj a zeuas dezhi n'he doa ket kaset postel ebet d'ar skridaozerez en derc'hent. [2020] Digeriñ a reas he fosteloù ha setu dirazi anv an itron Uí Shúilleabháin.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Daou zevezh war-lerc'h he doa skrivet ur postel din da lavaret e oa o paouez lenn e oa bet troet levr J.H. Rosny e brezhoneg : Brezel an tan.

2013
Référence : YUDAL p38

Na lezit roud ebet deus ho labour prientiñ, na dre bellgomzadennoù - hag a vez enrollet ha miret e dafariadoù an oberataerien pellgomz - nag e-barzh hoc'h urzhiataerioù ha posteloù - hag a zalc'h soñj eus ho skridoù ivez -.

2015
Référence : DISENT p135

Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù.

2015
Référence : DISENT p87

Ha paotr ar pellgomz da gas ar gemenadenn dre bostel - ha dre faks ivez ma 'z eo posupl, rak efedusoc'h eo - d'an holl darempredoù roet gant an den e-karg deus ar mediaoù, peotramant da gontaktoù ar mediaoù hag a zo bet dibabet peogwir int pouezus ha "strategel" evit ar c'houlzad-stourm-se.

2015
Référence : DISENT p130

Soñj a zeuas dezhi n'he doa ket kaset postel ebet d'ar skridaozerez en derc'hent.

2020
Référence : ARGEL p. 85

Digeriñ a reas he fosteloù ha setu dirazi anv an itron Uí Shúilleabháin.

2020
Référence : ARGEL p. 85

Sellet a reas Kathrine ouzh he fosteloù. Petra bennak ma oa bet tost pemzektez war an hent ne oa tost netra en he boest-mailoù.

2023
Référence : DREAM p. 102

Un toullad posteloù bruderezh

2023
Référence : DREAM p. 102

Note d'étude

Termen savet d'ar 26/11/1997 gant TermBret, kreizenn dermenadurezh Servij ar Brezhoneg, Skol-Uhel ar Vro.

Étymologie

Ger-malizenn savet diwar an termenoù "post" hag "el(ektronek)". S.i.o. an termen "levrel".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux