Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Hollad obererezhioù an den a zisoc'h gant ar c'hrouiñ oberennoù. Pennoberennoù an arz. & Ent strizh, boas Doare da ezteuler santadoù, mennozhioù, uhelvennadoù, dre grouiñ udb. war tachenn an neuz, ar gened. Istor an arz. Ur pezh arz, un oberenn arz. 2. Hollad an oberennoù graet en doare-se zo heverk eus ur prantad istor, ur vro, ur rummad tud. An arz keltiek, romanek, breizhat. Arz ar "Seiz Breur". & Dre ast. Doareoù heverk zo gant oberennoù un arzour bnk. Arz ar skrivagner-se eo lavaret kalz a draoù gant nebeut a c'herioù. II. G. Pep hini eus an tachennoù ma c'hall an den ezteuler udb. dre grouiñ tra pe dra a denn d'an neuz, d'ar gened. Ar sonerezh zo un arz. Arz ar c'hoariva.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste [Kostus], a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal[.]

1576
Référence : Cath p5

Goude-se ez c'halvas ar werc'hez Katell hag ez lavaras dezhi : [«]Onestant dre ard da ard majik ez vefe graet lakat ar rouanez d'ar marv evit-se, mar kerez d'en em repantiñ ha distreiñ, me a ray [ac'hanout] ar gentañ em falez[.»]

1576
Référence : Cath p23

[«] Me zo Katell, merc'h unik d'ar roue Koste, hag onestant ez ven maget en pourpr hag instruet en ardoù liberal, evit-se holl em eus-i disprizet palamour da Jezuz Krist pehini am eus choazet evit pried.[»]

1576
Référence : Cath p9

ardoù

1732
Référence : GReg pg art

ardoù

1732
Référence : GReg pg art

arz

1732
Référence : GReg pg art

arz a vajisian

1732
Référence : GReg pg art (magique)

gouzout ur skiant, un ard, un arz

1732
Référence : GReg pg entendre (un art)

ar feson, an ard, ar skiant, da sevel tiez, ilizioù

1732
Référence : GReg pg construction

get ard

1732
Référence : GReg pg artistement

graet gant ard

1732
Référence : GReg pg artificiel

arzoù

1732
Référence : GReg pg art

gant ard

1732
Référence : GReg pg artistement

a aparchant ouzh an akademia eus an arzoù hag ar skiantoù

1732
Référence : GReg pg academique

arz

1732
Référence : GReg pg art

"arz" gg. [sic] [...] liester "arzoù"

1923
Référence : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Art".

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Référence : SKET p.16

arzoù

1931
Référence : VALL pg art

arz pobl

1931
Référence : VALL pg art

micherioù arz

1931
Référence : VALL pg art

arz

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VIII, art

arzoù hetus

1931
Référence : VALL pg (arts d')agrément

arz gwerin

1931
Référence : VALL pg art

arz kinkladurel

1931
Référence : VALL pg art

arz ijinerezhel

1931
Référence : VALL pg art

arz

1931
Référence : VALL pg art

ardoù

1931
Référence : VALL pg art

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Référence : SIZH p.66

An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p8 (YF Dupuy)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux