I. Doar./Stn.
1. (db. an amzer)
Mouk.
Pouer e oa an aer. Amzer bouer.
DHS. arnevek.
HS. mac'h, touforek.
2. (db. an dud)
Tev ha pounner.
3. Dre ast. (db. an dud)
A labour goustad, zo berr e spered.
Tud pouer. Al labourioù pounner a laka an den pouer ha tuzum.
&
Ur spered pouer a zen : un den gorrek a spered.
HS. pout.
4. Bezañ pouer da ober udb. : e ober goustad, en un doare borodus.
Ar broc'h zo pouer da gerzhet. Hi zo pouer da gaozeal.
Kenavezo d'an avel fresk a zo bet ouzh hon ambroug a-hed aodoù ar Sahara, setu ni bremañ en un taol en tommder hag en amzer leizh ha pout ha pouer an trovanoù.