Télécharger les mots parents diboultrennañ poultr poultrennañ poultrennek poultrennet
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.
Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.
Gwech ha gwech all zoken e c'heller gwelout ur voetur-dre-dan o vont war an aod, gant tud wenn enni, o vont da ober un tamm tro evit dizalaniñ aer yac'h an abardaez, rak war an hent-bras ez eo kentoc'h poultrenn melenruz al laterell eo a a sav dre rodoù ar voetur.
ar boultrenn a gouezhas eus an dorioù a ziskoueze anat e oant manet kloz abaoe pell.
C'hwezh ar boultrenn a oa e pep lec'h, petra bennak ma oa gwerniset an holl gorreoù, laminaet [sic] al leurzi, sintetek panelloù ar mogerioù, gwisket gant melamin an arrebeuri marc'hatmat.
Mots précédents
Mots suivants
poultrennañ