Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij ! - Palmira Manso y de la Torre, kofesourig fri-lemm ! Ha c'hwi ? - Breur Arzhur eo va anv relijion. Du-mañ, e Breizh-Izel, e veze graet ac'hanon Kaourintin an Helgouarc'h.
Em bleud en em gaven ’ta, ha kement a draoù am boa da gontañ diwar-benn ar roue Arzhur ma rankis tremen hep adlenn na reizhañ va skrid, ha reiñ a ris va brouilhed evel ma ’z oa gant skrapadennoù yar, gerioù diverket, pennadoù a-dreuz hag a-hed ar riblennoù, hag all.
Ne veze desket ganimp nemet pezhioù gallek aozet gant an Aotrou an Dantek [sic, Danteg], kelenner naturoniezh ha strilhourezh [sic] er c’hloerdi, un oristal anezhañ ma ’z eus bet unan war zouar Vreizh ar peurliesañ pikoloù dramoù e pemp arvest ha gwerzennet, da skouer : Arzhur a Vreizh, Sant-Efflamm, Charlez a Vreiz, Jili a Vreizh, Gwesklen, ha me oar.