1. Pennad hent graet o pourmen.
Ober ur bourmenadenn. Ur bourmenadenn war droad, war varc'h. Un hir a bourmenadenn.
HS. baleadenn.
2. Hent terket, dalc'het e-ratre, d'an dud da bourmen.
Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.
Raktal m'en em weljomp, e tiwanas etrezomp mignoniez tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechou e tec'hemp diwar ar sellou evit ober hon daou pourmenadennou en dro da Berroz.
1944
Référence :
EURW.1
p44
D'an hañv e vezemp kaset da gouronkañ da aod ar Rozera hag ur wech bennak e veze graet « pourmenadennoù bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lambal, da Gintin, pe da Gastellaodren.
D'an hañv e vezemp kaset da gouronka da aod ar Rozera, hag eur wech bennak e veze graet « pourmenadennou bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lamball, da Gintin, pe da Gastelodren.
1944
Référence :
EURW.1
p51
Betek ar beg-douar-se ez eomp gant hor pourmenadenn hag ur gwel kaer a vije bet ac'hano war ar mor ma ne vije bet ken lizennet an amzer.