Trl.
CHOM A-SAC'H
1. (db. an doureier)
Bezañ sac'het, hep kas gantañ.
An dour a oa chomet a-sac'h en ur poullad.
2. (db. ar c'harbedoù, an ardivinkoù, ar binvioù)
Chom a-sav, hep bezañ gouest da vont war-raok pe da vont endro ken.
Chomet e oamp a-sac'h war an hent gant hor c'harr. E eurier a oa chomet a-sac'h.
3. Dre skeud.
(db. ul labour bnk.)
Diechu.
Darvoudoù ar brezel o doa lakaet al labour da chom a-sac'h.
HS. a-blad, a-istribilh, a-sav, e-skourr.