Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

H.g. 1. [1931] Trouz ingal, izel, graet gant dour, avel, mouezhioù ; trouz izel graet gant delioù, follennoù paper, h.a. a zeu da frotañ an eil ouzh egile. Neuze e savas sarac'h er c'hoad pin. Sarac'h mouezhioù. DHS. rutenn, safar, soroc'h. HS. boubou, hiboud. 2. Trouz udb. a frot ouzh ur c'horreenn en un doare rust. Klevout a ris er viñs sarac'h seulioù pounner un den. Dihunet e voen gant sarac'h barrikennoù o ruilhal war ar pont.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Référence : SKET p.12

sarac’h g.

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "bruit (comme des arbres agités par le vent)".

sarac'h

1931
Référence : VALL pg brouhaha

sarac'h mouezhioù

1931
Référence : VALL pg brouhaha

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux