Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Prezegenn graet gant an oferenner, e lid ar relijion gristen. Moullañ sarmonioù brezhoneg an aotrou Kere. & Stumm moullet eus ar seurt prezegennoù. Ur rolladenn sarmonioù. & Kador-sarmon : kador goad savet e penn diri, ouzh ur piler en iliz, ma ra ar beleg e sarmon, er relijion gatolik. Pebezh glaouenn a sko er galon evit ar wech kentañ er gador-sarmon. HS. kador-brezeg. 2. Nep prezegenn hir, hag arabadus prl., graet war zigarez kenteliañ ub., pe drec'hiñ war e vennozh. Kavet o doa klouar sarmon alvokad Roazhon. An aotrou Krenn a reas un tamm sarmon din.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

sarmon

1659
Référence : LDJM.1 pg Sermon

Goude an tamm sermon-se d’he gwaz, e tistroas ouc’h ar chouanted : — C’hwi a zo tud vat, her gouzout a ran, rak c’hwi a zo o tifenn gwirioù Doue hag oc’h ober brezel d’an dud fall.

1877
Référence : EKG.I. p.113

Er pardonioù-se, ne glevit nemet sermonioù hir, inouus, mat da vantriñ ho spered ha da lakaat ac’hanoc’h da goll ho penn dre ho diskianterezh.

1877
Référence : EKG.I. p.175

Brutus ! Ha c’hwi a glevfe ? Brutus ! Daoust ha biskoazh oc’h eus gwelet an hanv-se e Buhez ar Sent ? Daoust ha biskoazh an Aotrou Person en deus komzet deomp eus a sant Brutus en e sermonioù ?

1878
Référence : EKG.II p.55

sarmon

1909
Référence : BROU p. 417 (sarmon ; le même mot est employé comme verbe)

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».

1944
Référence : EURW.1 p26

An aotrou Lebon ne veze gwelet nemet d'ar Sul, neuze e rae ur sarmon, hag eur wech ar miz pa veze roet an notennoù miziek a-glev d'an holl.

1944
Référence : EURW.1 p49

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

1944
Référence : ATST p.58

Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.

1944
Référence : ATST p.121

Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.

2015
Référence : DISENT p48

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux