1. Doar./Stn. (db. an dud, an trouzioù, h.a.)
Laouen.
Un denig kozh sart ha seder. Son sart ar c'hleier. Heolig Gwengolo a oa sart.
&
Trl. kv.
Bezañ sart evel pemp gwenneg : bezañ sart-kenañ.
&
Ober sardik da ub. : bezañ hegarat gantañ.
HS. drant, gwiv, lirzhin, mav, seder.
2. Adv.
En un doare laouen.
An evned a c'hwitelle sart er gwez.
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »
1923
Référence :
SKET
p.36
Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en ur c’hoarzhin.
Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en eur c’hoarzin.
1924
Référence :
SKET.II
p.31
sart
sard
1931
Référence :
VALL
pg allégre
sart
1931
Référence :
VALL
pg alerte
Ur pennad goude avat emañ en he ledanañ hag e tro war-zu ar Reter hag el lodenn zizolo-se e vezer gwall hejet gant an avel sart.