ti-meur g.
ti-meur
E stumm-se e c’hoarvezas ganin treiñ a-ziwar ar galleg prezegenn hon admiral dirak ar Prezidant Porfirio Diaz, fuhrer ar Meksik d’an ampoent-se, ha gwech e galleg, gwech e spagnoleg an holl brezegennoù ouzh taol e-pad ur pred war an ton bras e ti-meur Popokatepelt, damdost d’ar gêrbenn.
Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».
Mots précédents
Mots suivants
ti-moullañ