Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Kavenn gelc'hiek prl., don, strizh pe strishoc'h, mañsonet ar speurennoù anezhi, toullet en douar da zastum an dour kondon. Bardell, chadenn, dar ar puñs. Foñs, lost ar puñs : ar penn izelañ anezhañ. Toullañ ur puñs don. Aet eo ar puñsoù da hesk. Evañ dour puñs : tennet eus ur puñs. & (db. an dud) Touller puñsoù : puñser. & Trl. skeud., PEMDEZ Na lipat chadenn ar puñs: bezañ douget d'an diedoù alkoolek. & Trl. kv. Bezañ bras e veg evel beg ur puñs : kaout ur beg bras. & Bezañ e galon ur puñs don a drubarderezh : bezañ un trubard bras. & Dre skeud. (db. an traoù) Bezañ eus dour puñs ub. : bezañ bet ijinet, krouet gantañ. Eus dour ma fuñs eo an istor-se. 2. Puñs-glav, puñs-dour-glav : poull mañsonet da zegemer ha mirout an dour glav. 3. Poull dour ma virer pesked pe loened mor bev e bourzh ur vag. Ar puñs zo leun a c'hrilhed. 4. Trl., dre skeud. Puñs an ifern : an hent a gas d'an ifern. & Tr. estl. Bezañ laouen da gouezhañ e puñs an ifern ma n'eo ket gwir ! : touiñ groñs ez eo gwir ar pezh a lavarer. & PUÑS AN AVEL : an ankounac'h. Aet eo he droug e puñs an avel : n'eo ket kounnaret ken.

Exemples historiques : 
33
Masquer la liste des exemples

puñs

1499
Référence : LVBCA p172 (puys)

puñs dour

1659
Référence : LDJM.1 pg puis (d'eau)

puñs

1659
Référence : LDJM.1 pg puncç

skarzher ar puñsoù

1732
Référence : GReg pg écureur (cureur de puits)

isfontet e goueled puñs an ifern

1732
Référence : GReg pg abyme

ur puñs don

1732
Référence : GReg pg (un puits) bas

bord ar puñs

1732
Référence : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

kostez ar puñs

1732
Référence : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

puñs dour-glav

1732
Référence : GReg pg cisterne (reservoir d'eau de pluïe)

konfontet e goueled puñs an ifern

1732
Référence : GReg pg abyme

puñs don, stêr don

1732
Référence : GReg pg (puits) creux (riviere creuse)

goueled ar puñs

1732
Référence : GReg pg fond (Le fond du puits.)

gant an dommder-se e tisec'ho ar puñs

1850
Référence : GON.II pg dizec'ha

Don eo ar puñs-mañ.

1850
Référence : GON.II pg doun (Ce puits est profond).

puñs

1850
Référence : GON.II pg puñs

puñsoù

1850
Référence : GON.II pg puñs

don eo ar puñs

1850
Référence : GON.II pg puñs

puñs dour-glav

1850
Référence : GON.II.HV pg puñs (-dour-glaô)

it da dennañ dour eus ar puñs

1850
Référence : GON.II pg tenna

Ker buan e voe kroget en Herve Soutre, e Katell Eukat, en o daou [v]ugel, en daou vevel hag en Aotrou Krenn da ziwezhañ, hag e voent taolet war o fenn e goueled ar puñs.

1878
Référence : EKG.II p.84

A-benn ur pennadig e chomis hep mont larkoc’h, harp ouc’h ur puñs kozh disec’h a yoa eno.

1878
Référence : EKG.II p.46

Mont a ris d’en em harpañ ouc’h ar puñs kozh, sevel a ris zoken war ar [v]ardell, rak n’oan ket evit chom em sav.

1878
Référence : EKG.II p.47

— Treiñ a ris war va c’hof da sellet e ginou ar puñs, ha goude bezañ lakaet va dorn war va skouarn evit selaou gwelloc’h, e klevis ar c’homzoù-mañ : — Piv bennak e vec’h, e teuit a-berzh Doue. Deuit da reiñ sikour d’an neb en deus poan hag a varvo amañ anez.

1878
Référence : EKG.II p.49

— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

— Tourmant ruz ! a c’hrozmolas ar c’habiten. Ma vije un tammig gwel… Du-pod, ken du hag en fin foñs puñs an ifern.

1925
Référence : BILZ2 p.171

Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi

1929
Référence : SVBV p.19

Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.

1944
Référence : EURW.1 p21

Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh.

1944
Référence : ATST p.44

Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.

1944
Référence : ATST p.44

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Référence : SIZH p.40

Evit an dud wenn e oa, anat eo, ur pred a-gevret, peadra da ober anaoudegezh gant tud all hag a rae labourioù disheñvel diouzh re hor rummad, toullerien buñsoù pe geofizikourien.

1985
Référence : DGBD p42

Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.

2015
Référence : EHPEA p58

Emañ an div gambr diouzh tu ar straed ha skeiñ a ra ar gegin hag ar sal-dour vihan war ar puñs gouloù.

2015
Référence : EHPEA p11

Note d'étude

Bet skriverezet fall e skritur orin an Tad Maner: "pnncç" e-lec'h "punç". Eilepennet eo bet al lizherennoù "u" ha "n".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux