(er relijion gatolik)
1. [1499, 1622, 1659, 1732, 1850, 1909] Lec'h ma rank anaon an dud reizh daspren o fec'hedoù kent mont d'ar baradoz.
Mont d'ar purgator. Pediñ evit an eneoù zo er purgator. Flammoù, tan grizias ar purgator.
DHS. baradoz, ifern.
2. (impl. da anv hollek)
Prantad kastiz a c'houzañver a-raok mont d'ar baradoz.
Rankout ober un tamm purgator.
Hag-eñ zo ret pediñ ivez evit an Anaon tremenet a'n bed-mañ ? Ya, abalamour ma o delivromp a boanioù ar Purgator dre hon orezonoù
M. Hac euff so ret pidiff yuez / euit an anaoun tremenet a-n bet man? D. Ya, a palamour ma ho deliuromp à poaniaou an Purgator dre hon Oræsonaou.
1622
Référence :
Do.
p24
M. Petra eo Purgator ? D. Ar plas pe en hini an eneoù a verv en gras Doue a ya da beurbaeañ ar poanioù dleet d'o fec'hedoù.
M. Petra eo Purgator? D. An plaç pe en heny an eneuou à meru en gracc Doue a ya da peur pea an poaniaou dleet d-o pechedaou.
1622
Référence :
Do.
p24
purgator
Purgator
1659
Référence :
LDJM.1
pg Purgatoire
M. Petra eo ar Purgator? D. Al lec'h pe en hini an Anaon pere a verv e gras Doue a achu paeañ ar poanioù dleet d'o fec'hedoù.
M. Petra eo ar Purgator? D. An lec'h pe en hiny an anoûn pere à vero e graç Doué à achu pæa ar poaniou dléet d'o fec'hedou.
1677
Référence :
Do.
p25
M. Ha ret eo ivez pidiñ evit an Anaon tremenet eus ar bed-mañ ? D. Ya, abalamour ma o delivromp eus ar poanioù ar Purgator dre hor pedennoù.
M. Ha ret eo yvez pidi evit an anaoûn tremenet eus ar bet-man? D. Ya, a balamour ma o delivromp eus ar poaniou ar Purgator dre hor pedennou.
1677
Référence :
Do.
p25
eneoù ar Plikatoer
inevëu er Plicatoër
1732
Référence :
GReg
pg ame
eneoù ar purgator
enëou ar Purgator
1732
Référence :
GReg
pg ame
An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator.
An deologyaned a Enef, a zeu da ziffaranti, daou dra ebarz ar pec'hed ; an ofançz pehiny a ra da zouë, ha pe eus a hiny e cafër ar pardoun dre ar vertuz eus an absolvenn ; hac ar boan dleat da'r pec'hed, pehiny a rencq beza effacet gand an oeuvryou poanyus a binigenn èr bed-mâ, pe êr purgator.
1732
Référence :
GReg
pg coulpe (Les Theologiens distinguent deux choses dans le peché; la coulpe qui se remet au Sacrement de Penitence; & la peine, qui demande satisfaction.)
purgator
1850
Référence :
GON.II.HV
pg purgator, skarzouer
ret eo pidiñ evit an eneoù, evit an anon a zo er purgator
réd eo pidi évit ann énéou, évid ann anaoun a zô er purgator
1850
Référence :
GON.II.HV
pg purgator
Pa welas ar C’houilh un den gwenn e-kreiz an hent-bras, — Loull ar Bouc’h a ouzoc’h a oa en e roched, — e chomas a sav ; kaout a reas dezhañ e oa un ene paour bennak deuet eus ar Purgator da c’houlenn pedennoù digant ar re vev, hag ec’h en em daolas d’an daoulin da lavaret e "Zeprofundis".
Pa velaz ar C’houil eun den guenn e kreiz an hent braz, — Loull ar Bouc’h a ouzoc’h a ioa enn he roched, — e chommaz a za ; kaout a reaz d’ezhan oa eun ene paour bennag deuet euz ar Purgator da c’houlenn pedennou digant ar re veo, hag ec’h en em daolaz d’an daoulin da lavaret he "Zeprofundis".