Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an evned) Reiñ e vouezh da glevet, pa reer anv eus un evn -pig, kegin, yar- , pe meur a evn bodet. Ar big o ragachat adarre pennoù tud an ti. Ar gwennilied dastumet zo o ragachat kenetrezo. Ar yar zo o ragachat, avel zo da gaout. II. Dre ast. 1. (db. an dud) Komz kalz eus traoù a bep seurt, a vouezh uhelik a-walc'h, pa vezer meur a hini. 2. (db. an traoù) Trouzal difraezh.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

ragachet

1850
Référence : GON.II.HV pg ragacha

ragachañ

1850
Référence : GON.II.HV pg ragacha

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Référence : MGK p22

Hag e vousc’hoarzhent entreze ar merc’hed, hag e ragachent.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

— Ur martolod ! a ragache ar vamm : gwreg ur martolod. gwreg a zisplijadur. Fritañ paourentez ne ri ken, paourkaezh, gant da Erwanig !

1925
Référence : BILZ2 p.150

ragachat un tamm brezhoneg

1931
Référence : VALL pg bredouiller (un peu de breton)

ragachiñ

1931
Référence : VALL pg bavarder

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Référence : ATST p.8

Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb. Chourganañ a rae a-unan gant ar bouilhoù dour o ragachat en o foullig : « A ti venimos, reina del cielo, De gozo llenos con gran fervor Y todos juntos... » (Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)

1949
Référence : SIZH p.44

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Référence : PETO p33

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux