Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Fetis Tres a-ziaraok eus ul labour da seveniñ. Kinnig, sevel ur raktres. DHS. rakskouer. & Trl. [2015] Dougen ur raktres lezenn. 2. Difetis Derc'henn (a-fed spered) eus udb. a venner seveniñ. Ober raktresoù.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

N'eo ket abalamour ma 'z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve [sic] faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma 'z eo bet un aozer gwerzioù, gwell [gwall] dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour.

1954
Référence : VAZA p.24

Marteze e veze en e spered, adalek an deroù, ur raktres sklaer hag echu-mat evit e oberennoù ; pe neuze marteze, diouzh an noz, pa veze digousk en e wele, e stage da soñjal : "Dal ! Ha ma rafen kentoc'h e-giz-mañ : muioc'h a simant a yelo e-barzh ".

1992
Référence : EAZB p. 108

Met trawalc'h sellout uheloc'h, ouzh ar gwaregoù mouleüret fonnus a gemer o azez war ar peulioù "gall"-se, evit merzout ur c'hemm raktres.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 11

Met ar raktres chantele kromm kentañ, dezhañ un hent-tro keur ha chapelioù empret, ha treset war an ampl, diouzh doare skouerioù meurdezus ar C'hallaoued, eo hini Kemper a-dra-sur.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 9

Gant an titouroù bet dastumet war an dachenn e vo tu da sevel ur raktres gwirheñvel d'an obererezh.

2015
Référence : DISENT p73

Dibaouez e vezomp o sellout ouzh raktresoù brudañ ha gweladenniñ.

2015
Référence : EHPEA p159

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Référence : DISENT p86

Ha c'hoazh ne lakaomp ket ar gaoz diwar-benn [war] an diktatourien a deu d'hor gwelet amañ, diwar-benn [war] ar c'hreantourien-saotrerien, ar gouarnamantoù hag a aoz brezelioù, ar vinistred a zoug raktresoù lezenn drastus evit an dud, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p146-147

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux