Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1923, 1943, 1945] Zo brasoc'h a-galz e vent eget hini an traoù all pe an dud all a-seurt gantañ. [1923] War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegoù anezho e beredoù an amzer-se [1943] Ker splann all eo fjordoù Chile, Alaska, ar Golombia Saoz, Labrador, Greunland, gant o zornaodoù ramzel. [1945] Un den ramzel e vent. 2. Zo bras-divent e vent. Ramzel eo an egor.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Référence : SKET p.60

ramzel

1923
Référence : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "gigantesque, colossal".

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Référence : SKET p.115

War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegoù anezho e beredoù an amzer-se

1923
Référence : SKET p.12

Er vro-se, dindan un oabl entanet, e vev an dud en noazh-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadoù uhel-uhel, miled ramzel, heñvel ouzh an euzhadennoù a zigouezh ganeomp gwelout a-wechoù dre hon hunvreoù.

1923
Référence : SKET p.14

E-barzh bez an tri roue, d'e ziwall, ez eus eur skeudenn ramzel kizellet er maen : hini ur c'hi penn den o sellout ouzh ar sav-heol.

1923
Référence : SKET p.18

Sede va c'hloc'hdi dantelezhek-uhel ha meurdezus gant e gleier arem o teurel e skeud ramzel war an ti bihan e-lec'h ma'z on ganet

1929
Référence : SVBV p.17

Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi

1929
Référence : SVBV p.19

Ker splann all eo fiordoù Chile, Alaska, ar Golombia Saoz, Labrador, Grönland, gant o zornaodoù ramzel, o skjaergaardoù, o fozioù dindangleuzet.

1943
Référence : TNKN p47

Er studiadenn-mañ ez omp aet eus an anav d'an dianav; eus aodoù hor bro d'an aodoù estren; eus neuzioù ar strad a zo dizolo pa ver ar mor o tichaliñ, da gondonioù donoc'h eget n'eo uhel ar menezioù ramzelañ.

1943
Référence : TNKN p92

ur Frankkontad ramzel e vent

1945
Référence : KERB p47

Miliadoù a besked o vordilhañ, stlejet gant ar roued war pont ar vag, un tolpad ramzel a besked, bannet er c'hal, ma kendalc'hfent da fichfichal a-raok mougañ pe bezañ lazhet gant ar besketaerien.

2023
Référence : DREAM p. 124

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux