rannet
rannet
Kabiten ar soudarded a rannas e dud etre div lodenn : lakaat a reas kant anezho e pep hini eus an div waremm a zo a bep tu d’an hent en u[l] lavaret dezho : — Ar re a zo an tostañ da vourk Gwimilio a ranko lezer ar goueriaded da vont a-raok hep ober van ebet, ken na vezo o vont dirazo an diwezhañ eus ar vandenn.
Digor ar gleud ha da zaoulagad... Na petra 'ta ! Na rannez gir ?
Bilzig gir ne rannas.
M. Saurano [...] en deus klasket rannañ ar pezh a zo diwar an dibradadur dre gempouez diouzh ar pezh a zo diwar an dilec'hiadur a live ar mor.
Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.
« Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. » — « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »
Hag eñ en e raok hep rannañ grik ouzhpenn.
Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.
D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...
Ma amprester kirri-tan e c'haller soñjal e vo rannet ar frejoù dour-tan evel-just.
Mots précédents
Mots suivants
rannañ