1. Str.
Plant kar d'ar geot, o anv spesad Phragmites australis, a gresk en dour, war ribl ar gwazhioù, al lennoù, er geunioù, dezho garennoù hir ha gwevn.
Ur bod raoskl. Kuzhat e-touez ar raoskl.
HS. korz.
2. H.g.
Danvez, graet gant garennoù ar plant-se, a dalvez da deiñ tiez.
E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.
E kenver pount Keraouell euz eun tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre greiz, en deuz great eno goueriou bian.
1878
Référence :
EKG.II
p.23
— C’hoari a eure gant kelin an arzhez hag ar wiz-ouez ; — Ha lammat drant e-mesk raoskl ar ribl-dour ha betek eonennoù ar froud. »
— C’hoari a eure gant kelin an arzez hag ar wiz-c’houez ; — Ha lammat drant e-mesk raoskl ar ribl-dour ha beteg eonennou ar froud. »
1923
Référence :
SKET
p.35
E doiñ a reas gant un doenn raoskl ha palenniñ al leurenn-ziabarzh gant ur strewad tev a c’heot krin a c’hwez-vat.
E dôi a reas gand eun dôenn raoskl ha palenni al leurenn-ziabarz gand eur strewad teo a c’heot krin a c’houez-vat.
1923
Référence :
SKET
p.54
Adsavet e oa bet ar c’haelioù, nevesaet an toennoù kolo pe raoskl, adlivet bannoù ha gouryev an dorioù hag addremmet ar c’hizelladurioù anezho.
Adsavet e oa bet ar c’haeliou, nevesaet an tôennou kolo pe raoskl, adlivet bannou ha gouryeo an doriou hag addremmet ar c’hizelladuriou anezo.
1923
Référence :
SKET
p.62
Dindan pep toenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, blev-melen ha kaer, bev-birvidik ha seder.
Dindan pep tôenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, bleo-melen ha kaer, beo-birvidik ha seder.
1923
Référence :
SKET
p.67
Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.
Beteg el lec’h-se e rankent beza noz-deiz bepred war evez, rak, dre en em sila a enezenn da enezenn war o bagou pilprennek, e-kuz an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broën en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skei outo o daredou.
O annez a reont e logelloù bras pevarc’hognek graet a weadennoù raoskl ha savet war beulioù e-kreiz ar paludoù (2).
1924
Référence :
SKET.II
p.65
Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.
Mont da gantreal. Da lavaret eo mont n'eus forz pelec'h. Da ober flisterezed dour gant raoskl : da ober pifou gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou ». Da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg. Da ober karigellou gant brankou dero forc'hellek, gweet an diou forc'h e giz diou rod.