I.
V.k.e.
A.
1. Frotañ udb. garv a-benn lemel tammoù a-ziwar e c'horre.
Raskañ simant gant ul loa. Laka amanenn war da vara, ne 'c'h eus ket ezhomm da raskañ anezhañ !
2. (db. al legumaj)
Dibluskañ.
Raskañ beterabez d'ar saout.
B. Dre skeud.
(db. an dud; en tu gouzañv dh.)
1. Korbellañ (en un arnodenn h.a.).
Bezañ rasket d'un arnodenn. Hennezh zo bet rasket eus e bask.
2. [1898] En em gavout en ur gwall blegenn.
[1898] [A]otro[u] person, dirazoc’h ‘zo / Ur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-mañ, ec’h anzavan, / 'C’h e[o] me ‘zo rasket ar muiañ : /
II.
V.g.
Fistilhat.
Honnezh ne ra nemet raskañ.
[A]otro[u] person, dirazoc’h ‘zo / Ur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-mañ, ec’h anzavan, / 'C’h e[o] me ‘zo rasket ar muiañ : /
Otro person, dirazoc’h ‘zo / Eur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-man, ec’h anzavan, / C’h e me ‘zo rasket ar muian : /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
An neb, avat, a nac’ho lenn al linennoù-mañ, pe a viro ouzh ar re all d’o lenn, pe a labezo ar bugenoù, pe a rasklo pe a gemmo tra pe dra el linennadoù a zo warno, ra skoio outañ Mestr ar santual ur marv buan ha trumm.
An neb, avat, a nac’ho lenn al linennou-man, pe a viro ouz ar re-all d’o lenn, pe a labezo ar bugenou, pe a rasklo pe a gemmo tra pe dra el linnenadou a zo warno, ra skoio outan Mestr ar santual eur maro buan ha trumm.
Me am boa da dremen a-raok un arnodenn Reizh e Roazhon : lodenn gentañ an aotreegezh a zo teir arnodenn enni, unan bep bloaz. Ne’m eus ket ezhomm da lavarout e voen rasket.
Me am boa da dremen a-raok eun arnodenn Reiz e Roazon : lodenn genta an aotreegez a zo teir arnodenn enni, unan bep bloaz. N’em eus ket ezhomm da lavarout e voen rasket.