M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.
Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.
roet
nep a ro
roet
reiñ
roet lorc'h da ur re evit &c.
roeiñ
O welet an dro a gemere an traoù, an hini a yoa e penn an holl soudarded, ar [c'horonal], pe n’ouzon ket petra e oa, a skrivas, war un tamm paper hag her stagas ouc’h moger ti-kêr ha war dor an iliz, ar c’homzoù-mañ en doa lakaet da daboulinat a-raok dre gement kogn a yoa er bourk : « Plougerneiz, gwazed ha merc’hed, reiñ a reer deoc’h da anaout eo lakaet da berson deoc’h, a berzh ar Republik, ar Gall, beleg sentus ouc’h lezennoù e vro.
Yannig, nemedec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwallc’hraet : / Brasañ torfed, ‘me hon zado[ù], / Laerezh arc’hant en ilizo[ù] ; / D’ar Sent, koulz ha dimp, na dere / E vo graet foar gant o danve[z]. / ‘N [a]otro[u] sant Pêr, ‘vit an dro-mañ, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho spered / Ar gentel ‘zo bet de[o]c’h roet. /
Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.
Met n’eo ket bet roet d’an holl dud o gwelet pe o c’hlevet.
Ha tro-dro da Vreizh, ne gaver ket nemeur a draoù a rofe da grediñ en ur giladenn kalz brasoc'h eus ar mor.
« E c’hellit krediñ start ha hardi ! Ha pa soñjan en doa c’hoant ar paour kaezh Herri reiñ din da grediñ e oa houarn kozh en e armel ! Soñjit : houarn kozh ! » — « Ha ! ha ! ha ! »
Ha Job ha Lom a voe roet kefridi dezho da glask korf an den beuzet.
« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »
Da dad a roio dilez evidout, ha sell e vimp eürus holl a-gevret en hon toull.
Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.
Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.
- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.
- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.
Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?
Daoust ha m’edo neuze er skol e Breizh-Veur, ganti e veze dalc’hmat va holl spered, ha honnezh an hini eo am skoazellas hag a roas din nerzh er sulvezh-se.
Er mare-se e fellas d’Emil Combes difenn ouzh beleien Breizh-Izel na rafent en iliz gant hon yezh ; anez-se lemet e vefe diganto ar gopr dister a roe dezho ar gouarnamant.
Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !
Hogen ne ouiemp ket se kent na voe roet pleg dimp da dostaat outañ, mar ruz ar vrud vat war he c’hrabanoù, an hini fall a red primoc’h ha pelloc’h eget ur c’had.
Evit un dakenn hini beuz roet en divije deoc’h a[-]c’hrad-vat e lod eürusted er baradoz.
En o laouenañ e voe raktal va c’herent, hag amzer ebet ne rojont d’an diviz-se da c’horiñ en o fenn, rak krediñ a rae dija dezho e rajent ganin ur beleg, ha marteze zoken un eskob. Na petra 'ta ?
Hemañ a rofe e Vestr da n’eus forzh piv, hag evit netra, gant ma vefe laosket e peoc’h gant e fallagriezh, e gof hag e gef… A-hend-all n’am eus netra, pe hogos netra da damall dezhañ.
Aleksandrovo !... ha setu me a-benn ar fin e Rusia, hag evit gwir, gwall abred e voe roet din da c’houzout e oan erru en ur vro disheñvel a-grenn diouzh ar re all [...].
Hemañ a rofe e Vestr da n’eus forzh piv, hag evit netra, gant ma vefe laosket e peoc’h gant e fallagriezh, e gof hag e gef…
Hogen, gout ’ouiemp [goût ’ouiemp] ne veze ket va zad evit e deod ha goude m’ho pije lordet anezhañ ken ma lufrje ; pet ha pet gwech n’en devoa ket roet darbar dimp a-drugarez d’an tech-se !
En taol-mañ edo o klask un douarour bennak da vont d'ar Gabon da sevel ur gartenn a roje tu da ober enklaskoù war ar petrol, rak, hervez, e oa bet gwelet e oa lec'hiet mat ar vro-se evit ma c'hellfed kaout enni an dourenn vurzhudus.
Un nebeud sifroù her roio mat-tre da anaout : E 1921 e oa 102 000 den o chom eno hag e 1936 e oa savet an niver da 257 000.
Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.
Arabat deoc'h ankouaat eo gwelloc'h nac'h reiñ digor d'ar poliserien evit bezañ tapet fall... ar pezh a vo tu d'ober, ar wech kentañ bepred, pa zeufont diniverus hag hep ar binvioù ret.
"Bec'h de'i, tudoù! Goude kregiñ ez eo echuiñ," emezon dezhe da reiñ kalon dezhe rak me ma-unan a wel an holl gempenn-se evel un aner.
N'on ket evit gouzañv ken e vijec'h c'hoazh ouzh ma bevañ, c'hwi ha Fanis. Ne badan ken ouzh em reiñ da gousket hag o tihuniñ da veure en ur soñjal ez on kablus.
Lavaret em boa dezhi dont tre evit ma rojen dezhi ur werennad dour met treiñ kein he doa graet ha tec'het e oa kuit d'ar red.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
Mots précédents
Mots suivants
reion