Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. A. RELIJ. 1. Askorn un den santel, un den gwenvidik, a c'haller azeuliñ gant aotre an Iliz Katolik, hag a virer en ur relegouer. Pediñ dirak ar penn-se, kaerañ releg zo e Breizh. & (gant an dibenn lies -où.) Hollad eskern ur sant, skeledenn ur sant. E relegoù zo e bered Lesneven. Ur relegoù santel. 2. Dre ast. Tra bet e-kerz ub. lakaet da sant. Ar bobl a lakaas an dilhad-se a dammoù, rak pep hini a felle dezhañ kaout e releg. 3. (gant an dibenn lies "-eier") Hollad eskern ar garnel, hollad an eskern miret en ul lec'h santel. Relegeier dianav. Kaset e oa bet gantañ alc'hwez relegeier an iliz. B. Dre ast. (en e furm lies) Eskern tud, loened. Relegoù an dud varv. Ho pezet soñj da gas ma relegoù ganeoc'h. & Trl. skeud. N'eus nemet ar relegoù anezhañ : treut-kenañ eo. & (impl. war-lerc'h ar gm. a.) Ar bugel-se zo evel ur relegoù. II. Dre skeud. (en e furm lies) 1. Dilerc'hioù. Relegoù an tantad. & Dre fent lnteramant ar relegoù : pred graet gant dilerc'hioù ar chervad a oa bet en derc'hent. 2. Dismantroù. Relegoù an abati.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

releg

1499
Référence : LVBCA p174 (reliques des sainctz))

Hag evel maz edoa ouzh he fidiñ a zevosion vras ez c'hallje demeritañ kavout un darnig [eus] he relegoù.

1576
Référence : Cath p25

Ha bede an amzer prezant ez tinaou an eoul hep sesañ [eus] he relegoù santel, peheni a ra salv ar gleñvien a bep kleñved.

1576
Référence : Cath p24-25

M. Ha ret eo enoriñ relegoù ar Sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamour ma'z int bet temploù d'an Spered santel ha ma tleont un wezh bennak bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.

1622
Référence : Do. p22

Relegoù

1659
Référence : LDJM.1 pg Reliques

Ha ret eo enoriñ relegoù ar sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamaour ma'z int bet temploù d'ar Speret Santel, ha ma'z tleont un deiz bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.

1677
Référence : Do. p23

releg

1732
Référence : GReg pg carcasse (corps desseché d'un animal mort)

relegoù

1732
Référence : GReg pg carcasse (corps desseché d'un animal mort)

relegoù marc'h

1732
Référence : GReg pg carcasse (de cheval)

boestl ar relegoù

1732
Référence : GReg pg chasse (pour mettre les Saintes Reliques)

boestl relegoù

1732
Référence : GReg pg chasse (pour mettre les Saintes Reliques)

relegoù hon tadoù-kozh

1850
Référence : GON.II.HV pg rélek

releg

1850
Référence : GON.II.HV pg rélek

releg

1850
Référence : GON.II.HV pg rélek

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

Gant al logodenn eo deskiñ / Distreiñ d'hor bro, chom en hon ti / Da vevañ, 'vel o deus bevet / Hon tadoù-kozh zo er vered ; / Da gas d'o c'haout hor relegoù, / Hag hon ene eeun d'an Eñvoù.

1867
Référence : MGK p130

Abaoe eo deuet e relegoù da Gastell, hag hiriv emaint e kreiz ar re a gare kement, hag a gare ivez kement anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.25

religoù

1909
Référence : BROU p. 414 (relique ; je ne l'ai jamais entendu au singulier, sinon comme nom propre)

War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegoù anezho e beredoù an amzer-se

1923
Référence : SKET p.12

E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Référence : SKET p.47

Dre Sant Edern hag e releg, / Ho saludan, aotrou beleg.

1960
Référence : PETO p56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux