Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. H.g./h.b. 1. Stad an hini en deus kuitaet ar vuhez oberiat p'en deus tizhet an oad rekis ha labouret e-pad an niver rekis a vloavezhioù. Abaoe omp lakaet e retred. HS.leve. 2. RELIJ. Trl. Ober retred : en em dennañ e-pad ur mare evit pediñ, prederiañ, studiañ. Ar gristenien a vev er bed o deus ezhomm da ober retred. II. G./B. 1. Leve a resev an hini en deus kuitaet ar vuhez oberiat. Retredoù mat o deus-int ! 2. RELIJ. Pennad tremenet e-maez ar vuhez ordinal evit pediñ, prederiañ, studiañ. Un daolenn merket warni holl retredoù ar bloaz. Pa vez bet graet ur retred, emeur leun a youloù mat. 3. KOZH Lec'h da c'houdoriñ. Ma nerzh, ma gwarant ha ma retred. 4. Douarenn. 5. (db. an armeoù) Obererezh mont war-souz. Skeiñ ar retred war an daboulin.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Bennozh Doue d’an tado[ù] ha d’al leanezed, ha da vano pell amzer ar c’hraz eus ar retred-se e-barzh ineo[ù] ar vartoloded o devo an eurvad d’he [sic] heuilh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

-« It atav, den yaouank, emezi, mirit ho kwenneien, ezhomm ho pezo anezho. Ma gwaz a blije meurbet ar re yaoank dezhañ. Diouzh lein an neñv, e sell gant dudi ouzhoc’h o kerzhout war e roudoù rak ‘hed e vuhez n’eus bet nemet ur soñj en e benn, pa veze fin d’e labour e porzh-mor Brest, ha goude e retred : kanañ atav e brezhoneg Breizh hag ar Feiz… ».

1944
Référence : EURW.1 p.94

[...] ; kemeret e retred gantañ, en ti nevez en doa savet gant e espern war vali ar C'holombier ; [...]

1944
Référence : EURW.1 p.137

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Ar sizhunvezh kentañ eus pep bloavezh-skol a oa ur sizhunvezh retred

2007
Référence : KASTE p189

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux