Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Ribl (1). Àr riblennoù an Elle. 2. Rizenn. Azezet war riblenn ar prenestr e kouezhas eus an trede solieradur. HS. bardell. 3. Bandenn danvez zo bevennet ur pezh dilhad ganti. Gwisket e oant gant an dilhad bravañ ha pinvidikañ, riblennoù aour hag arc'hant en-dro dezho. HS. bevenn, lurell.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Me 'gred e rankent bezañ bet oc’h ober o zro war-zu Plougonvelen ha Plouzane, rak war-dro eizh eur diouc’h ar mintin, goude bezañ karget mat o c’hof ha lipet meur a vanne, ec’h en em gavjont e-tal kouent Sant Vazhe, war riblenn ar mor, e-keñver kêrig vihan Konk-Leon.

1877
Référence : EKG.I. p.191

riblenn gg.

1923
Référence : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bordure".

Ha setu nav evn gwenn o plavañ war ar riblenn.

1924
Référence : SKET.II p.35

riblenn

1931
Référence : VALL pg bande, banquette, bordure (d'un vêtement), bordure (bord de la route)

Bez' e ra "marge continentale" (riblenn an Douar-bras) eus ar gevrenn-se.

1943
Référence : TNKN p68

Evel ma krog ken aes ha treuzgeot e vez plantet a-hed alezioù al liorzhoù e-kichen an tiez ha zoken a-hed an hentoù evit mirout ouzh an dour da zispenn ar riblennoù.

1985
Référence : DGBD p40

Chom a reomp war ar riblenn da c'hortoz an alc'hwezer, tra ma tremen dirazomp holl enbroidi ar voul douar: Rusianed ha Gresianed eus Rusia, Roumaniz ha Bulgariz, Afghanistaniz ha Pakistaniz.

2015
Référence : EHPEA p387

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux