Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh a laka ar vuhez en arvar hag a c'haller mui pe vui rakwelet. Kemer ur riskl bras. Tec'hel diouzh riskloù. Aet eo ar riskl e-biou : n'eus mui riskl ebet. & Tr. adv. E riskl : war var. E riskl e vuhez emañ. E riskl emañ. [1877] en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz & E riskl da, er riskl a, war riskl da : en arvar da. Bezañ war riskl da goll e vuhez. Emañ ma gwaz e riskl d'ober ur mezvier. [1878] Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. HS. dañjer. 2. Dre ast. Darvoud a c'hallfe c'hoarvezout en ur lakaat ar yec'hed, ar vuhez, piaou udb. en arvar ; darvoud a c'hallfe traoù nec'hus dont d'e heul. Riskloù ar vicher eo. Neb a brest arc'hant a denn riskloù warnañ. Kretaat ur riskl. Ur c'hretadur holl riskloù.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

riskl

1850
Référence : GON.II.HV pg risk, riskl

riskoù

1850
Référence : GON.II.HV pg risk, riskl

riskloù

1850
Référence : GON.II.HV pg risk, riskl

risk

1850
Référence : GON.II.HV pg risk, riskl

Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.

1877
Référence : EKG.I. p.211-212

Ne oa risk ebet ken evidon...

1878
Référence : EKG.II p.140

Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe.

1878
Référence : EKG.II p.74

Ne c’hellimp ket o c’has d’an douar binniget, rak e riskl e vefemp da vezañ paket gant soudarded all.

1878
Référence : EKG.II p.97

Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).

1923
Référence : SKET p.94

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Référence : SKET.II p.32

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Référence : SKET.II p.25

Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".

1929
Référence : SVBV p.13

War e veno, p'en doa ur paotr bras c'hoant da skoulmañ mignoniezh gant ur paotr bihan e oa riskl a bec'hed marvel, rak : Spiritus fortis est, sed caro debilis.

1944
Référence : EURW.1 p50

Pa voe rediet ar gerent da gas o bugale d’ar Skol, lik pe gristen, e voe lakaet ar brezhoneg e riskl.

1944
Référence : EURW.1 p.105

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Référence : EURW.1 p17

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Référence : SIZH p.41

Bennozh deoc'h, eta, kristen trugarezus. E nep stumm ne garfen e riskl ho lakaat Da goll mad pe vuhez dre berzh tud erezus. Ma laoskit, m'ho ped, da zibab ma stad.

1960
Référence : PETO p24

Koulskoude 'z an da zisklêriañ, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueriañ / Ha d'ho sebeziñ, klok ha rac'h, / N'on ket ur gwaz, hogen ur plac'h.

1960
Référence : PETO p59

Ha birviñ a rae ar vuhez a bep tu, neizhioù laboused a gaved a-ispilh ouzh ar plant troell, met ivez neizhiadoù gwesped, hag a veze peurvuiañ en uhelder ho fri, ur riskl deoc'h eta da vezañ flemmet, gant un dra vat koulskoude ne veze nemet un nebeud bihan a loened e pep neizh.

1985
Référence : DGBD p91

Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.

2015
Référence : DISENT p90

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Référence : DISENT p77

Gallout a ra Yann Stourmer dibab riskloù bras evitañ avat, pa vefe war tachenn e labour, e zarempredoù gant tud all, e yec’hed pe e surentez zoken.

2015
Référence : DISENT p65

Daoust dezhe kemer perzh en obererezh e chom dister ar riskl evito da gaout trubuilhoù da c'houde [...].

2015
Référence : DISENT p90

Ar pep poellekañ deomp a vije mont da gentañ da guzulva Korasidis met e riskl emaomp da vezañ tapet gant an diskeladeg hag ar stankelloù.

2015
Référence : EHPEA p45

Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.

2015
Référence : DISENT p94

Pa vez choazet un dra gant ar muianiver ez eus riskloù e vefe feuket ar bihanniver.

2015
Référence : DISENT p28

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux